BandeauVague

Emile Masson ha "Brug" : 1913-1914

Eun dra bennag a zo da jeñch er bed : al leor nemetañ diwar-benn "Brug".

Emile Masson

E miz genver 1913, e kroge Emile Masson d'embann eur gelaouenn vihan, a oa skrivet evid eun drederenn anezi e galleg, hag evid an diou drederenn all e brezoneg, evid sacha kouërien Vreiz war-zu ar sosialism hag an dispah. Ano ar gelaouennig-ze a zo bet dalhet soñj anezañ : "Brug / Bruyère".

Deg vloaz goude, d'an 9 a viz c'hwevrer 1923, e varve Emile Masson e Pariz.

Abalamour da ze eo bet dibabet gand ti-kêr Pondi ober euz 2003 bloavez Emile Masson. Digoradur ofisiel ar bloaveziad-ze a zo bet d'an 8 a viz c'hwevrer 2003 e Pondi (e leh m'eo bet Masson kelenner adaleg 1903). Digemeret eo bet an dud en ti-kêr gand an Aotrou Maer. Brug ha roz-kamm a zo bet laket war bez e wreg hag e vab e bered Pondi, hag eur zonenn a Vro-Wened a zo bet kanet da geñver an digouez-ze gand Jorj Belz.

Prezegennou ha kaozeadennou a zo bet. Marielle Giraud eo bet displeget ganti en eun doare anaoudeg ha fromuz petra oa ar muzik evid E. Masson ha peseurt darempred a zo etre "muzik ha librente". Sonadeg ouz ar piano a zo bet goude ze gand Tatiana Baklanova.

E-pad 2003, ez eus bet tro meur a wech da renta enor d'E. Masson :

- Eun diskouezadeg a bet savet, hag a zo bet tu da weled da genta e Pondi. Gwelet e vo e-kerz ar bloavez 2004 tro-ha-tro en Naoned, e Roazon hag e Brest.
- Yann-Fañch Kemener hag Aldo Ripoche eo bet kinniget ganto eun arvest, "Roz ar miz du", diwar eur varzoneg bet skrivet gand Masson e-unan.
- Bet ez eus bet dreist-oll d'ar 26 ha d'ar 27 a viz gwengolo 2003 deveziou-studi ("colloque international"), e Pondi. Kelennerien, klaskerien ha skrivagnerien, euz ar Frañs hag euz an estrañjour, a oa deuet da gomz euz Masson, euz e skridou hag e oberou, hag euz an dud ema bet e darempred ganto.

 

Buhez Emile Masson

Ganet é Émile MASSON é Brest é 1869. Pasein e hra é vugaléaj é Recouvrance hag é Savenay, é-tal en Nañned.

É dad, hag e oé mékanikour ér verdéadureh, e varù é 1885. Merchet don é ar paotr youank ged en darvoud-sé. É vamm e zalh un tammig stal koñvers é ru en Nor, é Recouvrance, ha doned e hra de benn èl-se a zesaù hé féar a vugalé.

Poltred Emile MassonMoned e hra Émile MASSON d'obér é studi prederourieh ha saozoneg de Bariz ha de Roahon, ha goudé de Vro Saoz. Héli e hra ged ivoul an afer Dreyfus, ha douget é aveid emsaù Skolieu Meur er bobl hag aveid er choñjeu libertèr.

Kentéliour é é Sant-Brieg, é Roahon hag én Nañned, ha goudé é ta de voud kélennour kolèj é Loudun hag é Saumur.

Ken abred èl 1899 é laka embann, édan en anù pluenn Brenn, testonieu tud hag e demall sterd er feson ma vé desket er vugale ér skolieu ; kemér e hra perh ged ivoul vraz é dastumadenneu stourmér sort ged Pages Libres pé Les Cahiers de la Quinzaine, saùet ged é vignon Charles Péguy. O obérañs voutin àr dachenn el lénnegeh e hra de Émile gobér anaoudegeh ged Elsie, ur Saozéz yaouank : doned e hrey honnañ de voud moéz dehoñ.

É 1904 é ma hanùet kélennour é lisé Poñdi, « é-touéh en avaleu hag er beizanted breton ». O-deu, Elsie hag éañ, um daolant a-zevri de droein é galleg obérenneu skrivagnerion saoz (Carlyle, Ruskin), pennadeu burutellein ha testenneu stourm.

Émile MASSON e zizol a-nebedigeu problem Breih, ha lakad e hra rah é spi getoñ. Deskein e hra brehoneg, Sinein e hra er Manifest disrannour é 1911 ha lañsein e hra, er blé goudé, en dastumadenn Brug, hag e vo lakeit achimant dehi ged er brezél.

Émile Masson e zo peuhgar : éañ e zo doh déieu ketañ miz Est 1914 é toueh en dornadig tud e éneba doh er brezél ; seùel e hra é voèh énep d'er choñjeu boutet é penneu en dud, énep d'er vroadelourieh. É ma ataù é Poñdi, béh arnehoñ ged é gentelieu ha ged er sekour e ra d'en dud gouliet, med derhel e hra ur sort de dalein doh en Unvanieh Sakr, ar un dro ged é vignoned Romain Rolland, Pierre Monatte, Alfred Rosmer, Marcel Martinet, Gustave Thiesson ha mistr-skol ag en École Émancipée, Louis ha Gabrielle Bouët, dré skwér.

Émile MASSON, hag e zo klañv ha dihuiget ged er stourmeu, e skriù é lévreu devéhañ : Le livre des Hommes et leurs paroles inouïes, L'Utopie des lles bienheureuses dans le Pacifique... Merùel e hra é ospital Picpus é Pariz, e 1923. Elsie e chom é Poñdi betag en achimant ag hé buhé, é 1953. Doned e hrey o eil mab de voud mêr sokialour Poñdi étré 1971 ha 1983.

Diar Brug, n° 20, genver-c'hwevrer 2003

 

Avoullet eo bet al leor…

E 1983, e oa bet moullet evid ar wech ar studiadenn bet savet gand Fañch Broudic da geñver e vestroniez diwar-benn ar gelaouenn "Brug" :

Fañch Broudic. - Al libverterien hag ar brezoneg. Brug : 1913-1914. - Brest : Brud Nevez, 1983. - 285 p., sk.

O veza ma oa diviet al leor, eo bet adrenket hag advoullet dindan eun talbenn all :

Fañch Broudig. - Eun dra bennag a zo da jeñch er bed. Emile Masson ha "Brug", 1913-1914. - Brest : Brud Nevez, 2003. - 330 p., sk.

Eun dra bennag a zo da jeñch er bed…
Ar re baour a labour a-hed o buhez evid pinvidikaad ar re a zo re binvidig dija…
Al labourerien a zo nerz ar vro, ar gwir bobl…
N'eus nemed an dud pinvidig-braz hag o-deus eur Vamm-Vro…
Er lezenn a ve groeit aveid er re beur ne dint nemed hanter-lezenneu…
Me garehe e komandehe er bobl ha nompaz er penneu braz…

Al leor nemetañ diwar-benn BrugPiou a zoñjfe eo e 1913-1914 eo bet embannet ar homzou-mañ en eur gelaouenn vrezoneg ? Liberterien eo o-deus skrivet anezo, da honid peizanted Breiz-Izel d'an dispah ha d'ar sosialism :

- Emile Masson, a oa kelenner e Pondi
- ar gwenedour dianavezet Juluan Dupuis
- al leonard Joz ar Braz
- heb ankounahaad al liver Jean-Julien Lemordant ha meur a hini all…

Eur studiadenn eo al leor-mañ diwar-benn tezennou "Brug" :

- petra veze skrivet e "Brug", hag en brezoneg, da beizanted Breiz-Izel ha d'ar vevelien d'en em zivenn ?
- petra 'zoñje ar gelaouenn diwar-benn Breiz hag ar vro, diwar-benn ar yez ?
- petra 'embanne diwar-benn an arme, ar relijion, ar skol ?

"Brug" : eur gelaouenn vihan ha n'eo bet padet nemed 19 miz, just a-raog ma tarzas ar brezel kenta. N'eus biskoaz bet embannet hini all ebed evelti e brezoneg abaoe.

 

Taolenn al leor

Raglavar.

Penaoz eo bet digemeret Brug.

Eur gelaouenn dister ?

Piou a oa ar Vrugerien ?

F. Le Levé
Emil Masson
Eostig Kerineg
Louis Napoléon ar Rouz
Joz ar Braz
J. Dupuis
Ar skrivagnerien vrezoneg all
Jean-Julien Lemordant

Perag embann Brug ?

Niver ar vrezonegerien e Breiz-Izel

Breiz e-keñver politik a-raog ar brezel 1914

Stad an traou e Breiz ha dreist-oll war ar mêz

Breiz hag ar vro, hervez Brug.

An arme, hervez Brug.

Ar relijion hag an Iliz, hervez Brug.

Ar skol, hervez Brug.

Brug hag ar brezoneg.

Evid kloza.

Stagadennou :

Elisée Reclus e brezoneg.
Eun dibab a bennadou tennet euz "Brug".

 

Diwar ar helaouennou

Setu amañ penaoz e oa bet digemeret ar voulladenn genta e 1983 :

  • Setu m'eo bremañ anavezet kalz gwelloh al labour sevenet gand Emile Masson. Armand Keravel - Brud Nevez
  • Dedennuz e vo evid ar re a blij dezo an istor hag ar politikerez. Al Liamm
  • Talvouduz… plijuz hag aez da lenn… Al Lañv
  • Eur studiadenn a-zivoud eur prantad dianav a-walh euz on istor. Bremañ
  • Fañch Broudic use d'un clair breton universitaire facile et agréable. Anthony Lhéritier - Ouest-France
  • Un véritable livre d'histoire. Armor-Magazine
  • Un travail honnête et documenté. Le Monde libertaire hebdo

 

Breiz hag ar vro, hervez "Brug"

Euz tu al labourerien en em lakee Brug heb damanti, zoken ma ne oa ket sklêr war beb poent ar mennoziou displeget gand hemañ pe henhont, ha zoken ma ne oa ket a-du bepred an eil gand egile penn-da-benn.

Displeget mad o-deus skrivagnerien v/Brug n’eus nemed daou vagad-tud war an douar, ar re baour hag ar re binvidig. L.N. ar Rouz a skrivo evid e lennerien, diwar Karl Marx : n’o-deus ar broleterien mamm-vro ebed, pe gentoh, eo al labourerien ar vamm-vro, dre ma n’o-deus netra.

En 11ved niverenn ar gelaouenn, e keñverie evid gwir ar vamm-vro hervez al leoriou gand mamm-vro ar beorien. Taoler evez a heller en em gav L.N. ar Rouz ha Y.V. Perrot, hemañ en e v/Buhez ar Zent, da daolenni, en eil "ar vro", hag egile "ar vamm-vro hervez al leoriou" tost da vad gand ar memez geriou :

Ar vamm-vro, ma bugel, hervez al leoriou e-teus disket er skol, eo Breiz ha Bro-Hall evidout, ar Prus evid ar Brusianed, Bro-Zaoz evid ar Zaozon, etc... Da Vamm-vro hervez al leoriou, eo ti da dad ha da vamm, o farkou, an iliz, an aot, hag ar hoajou don e leh e-teus c’hoariet bugelig, ar vered e leh ma eo beziet da gerent, hag e leh ma vi beziet moarvad. L.N. ar Rouz
Ar vro eo an tiig-se ez om ganet ennañ, an tad, ar vamm, ar gerent ; ar vignoned on-eus kavet en-dro d’or havell ; ar vro eo al lehiou dudiuz-se o-deus gwelet c’hoariou or bugaleaj ; ar vro eo ar yez-se on-eus desket war barlenn or mamm ; ar vro eo an iliz a blij deom mond da bedi ha da zaoulina enni, ar vered a zalh en he douar santel relegou ar re a garem ; an douarou edog glebiet gand c’hwezenn ar re goz ; ar vro eo ar madou a beb seurt a deu deom, madou korv, madou spered, madou ene, madou diniver dastumet a-nebeudou ha tamm dre damm, ha deuet deom a rumm da rumm; ar vro eo an dra-ze. Y.V. Perrot

Evid Yann-Vari Perrot, ar vro eo eta ar rummajou-tud o tond an eil war-lerh egile, ar yez a gomzer, an douarou ha ne hellont beza nemed edog hag ar madou ne hellont beza nemed diniver. N’eus evitañ na reñkadou na bagadou-tud, setu ma halvo ar mevel da rei dorn d’e vestr :

Kelennadurez an Iliz a zo dispar evid tostaad an dud pinvidig hag an dud paour, ha lakaad anezo d’en em gleved,

a skriv-eñ bepred en e v/Buhez ar zent, en eur pennad anvet "Dorn ha dorn". ‘Barz ar gont-se, ne hell ket ober an diforh etre ar re eo o zi dezo, hag ar re n’eo ket; hag ar pez a lavar euz ar vro, eo dre vraz ar pez a lavar anezi ar skrivagnerien a-zehou. Er hontrol, e ra L.N. ar Rouz an diforh etre peorien ha pinvidien, ha setu, emezañ :

nan eus nemed an dud pinvidig hag o-deus eur vamm-vro, abalamour m’o-deus arhant.

N’eus ket da veza souezet neuze, ma ne blij ket an doare republik a oa d’ar houlz-se e Frañs da skrivagnerien v/Brug. Flastret eo ar Republik-se, eme En Neue, gand ar Brianted hag ar Bartoued . Evid ar re baour, ne ra nemed hanter-lezennou. E niverenn ziweza Brug, e lak Bruger hag En Neue, pep hini diouz e du, ar beh war on deputeed sosialist (ha n’emaint ket koulskoude e penn an aferiou), o houlenn pegoulz e raint eun dra bennag da zikour ar Vretoned eet da labourad da Bariz.

Setu ma heto En Neue e vije lakeet ar bobl hag ar vro da zond d’ar Republik,

meid gwir Republik, emezañ, pehini a vo sikourabl d’en oll dud ha pas hepken d’eun nebeud eutrued.

Souheti a ra en em glevje labourerien Vreiz-Izel etrezo evid kas kannaded (deputeed) peizanted ha mecherourien d’er Gambr. Rag evitañ, n’eus douetañs ebed da gaoud :

al labourerien eo nerh er vro, er gwir bobl, pehini e laboura. Ha kared a raje abalamour da ze e komandehe er bobl, ha nompaz er penneu braz .

[…] Beza patriot, evid En Neue, n’eo ket kredi de vistr bras en arme, na d’en dougerien medaillenneu ha kroezieu, evel a ra an dud a-zehou, e Bro-Hall. Al labourerien eo ar batrioted. Anad eo, al labourerien hag ar broleterien eo a zo, evid Masson, ar wir bobl :

Le vrai peuple breton est un peuple de prolétaires, de paysans, de marins.

N’eo ket ar vro pe ar vroad a zo en eur stad a broleteriez - taolom evez mad a gement-mañ - med ar broleterien a ra ar vro. Rag ar waskerien, n’eo ket Frañsizien a zo anezo, med beza zo ive Bretoned, siwaz ! hag a zo da veza lakeet e reñk ar vahomerien […]. Eur wech all, e keñverio Masson Breiz-Izel, ha n’eo ket Breiz, gand Bro-Gembre. Evitañ, Breiz-Izel eo a gont da genta. Setu m’o-deus labourerien Vreiz-Izel d’en em unani kenetrezo da genta, ha da houde (ha da houde nemetken) da gerzed dorn-ha-dorn gand re ar Vro-Hallo, gand re ar Frañs hag ar bed a-bez. Sed aze spered etrebroadelour Masson, hag a zo pell-mad c’hoaz euz tezennou an emzao breizeg, ha dreist-oll euz re ar henta PNB hag e felle dezo sevel Breiz eneb ar Frañs.

 

Petra eo bet "Brug" da vad ?

A-dra-zur, e kaver e Brug heb diêzamant eun hekleo euz tezennou an oll re hag a oa d'ar houlz-ze war o spered ar zoñj da ziazeza ar sosialism en o bro. En eur skriva, da skwer, ez eus eun dra bennag de jeñch er vro, ne ree Brug, nemed adlared en he feson ar pez a skrive a-hend-all an oll gazetennou sosialist. Heñvel e reent o poueza war an enebiez a zo :

- etre an daou vagad-tud
- etre ar binvidien hag ar beorien
- etre ar sujidi hag ar vistri

o hervel ar re a zo e stumm-pe-stumm dindan tud all, da veza o zalver o-unan, ha da unani o nerz gand hini o breudeur a labour.

E-keñver relijion zoken, en em gav Brug evel ar sosialisted all da houlenn librente evid peb unan, ha da zisklêria n'eo ket ar relijion eun afer a stad, med afer an dud o-unan ma karont, hag hini ar veleien.

Med mond pelloh a ra Brug e meur a geñver, war roudou an anarchisted hag al liberterien.

- Dre he menoz da genta: savet eo bet da vruda tezennou ar sosialism e-touez ar gouerien hag an dud diwar ar mêz. N'eus ket bet kalz oh ober kemend-ali, rag abaoe ar henta «Internationale», eo war ar vicherourien e oa diazezet ar stourm evid ar sosialism. Bet zo bet tabutou e penn kenta ar hantved etre sosialisted da houzoud peseurt pouez a hell pe a rank beza roet d'ar broiou « di-istor », pe d'ar broiou peizanted, evid pez a zell ar stourm evid ar sosialism. Ar Vrugerien ha Masson a gave dezo ne helle ket beza greet an dispah en eur vro heb ar beizanted, pe ma vije ar beizanted a-eneb.
- Dre he doareou da houde: e brezoneg eo e oa skrivet Brug evid ar muia, dre ma oa ar brezoneg e penn kenta ar hantved yez kazimant an oll e Breiz-Izel, da nebeuta war ar mêz. An nevezenti vraz digaset gand Brug eo just a-walh e oa skrivet e brezoneg ha n'eo ket e galleg, hag e oa en em lakeet da embann leoriou bihan e brezoneg. Beteg neuze, e oa bet nebeud implijet ar brezoneg dre skrid gand an dud a gleiz hag an dispaherien.
- Dre he skridou da houde c'hoaz: red eo gortoz diweza niverenn Brug evid ma vije lakeet diskred enni war an deputeed sosialist (a oa unan nemetken o paouez beza anvet e Breiz!); med adaleg ar penn kenta, eo anad e fell dezi ober brezel d'an oll re a zo o « flastra » al labourerien : ar mestrou hag an aotrounez, ar veleien, ha tud ar gouarnamant, ar Bartoued hag ar Brianted...

[…] 'Barz fin ar gont, e heller lavared eta eo bet Brug e gwirionez eur gelaouenn brezoneg-galleg anarchist dindan levezon Emil Masson dreist-oll.

 

"Brug" ha "Gwalarn"

Reou all n'o-deus greet int nemed gand ar brezoneg, eo ar re a vodas Roparz Hemon en-dro da Walarn, 12 vloaz war-lerh Brug, adaleg 1925. N'o-deus biskoaz bet embannet nemed eur “henta ha diweza disklêriadur“ e galleg :

Gwalarn est avant tout quelque chose de neuf et d'unique : une revue littéraire destinée à l'élite du public bretonnant et dont l'ambition n'est rien moins que d'engager la littérature bretonne sur la voie que suit depuis longtemps la littérature de maintes petites nations .

N'eus ket da zoñjal ive e hellje beza greet en eur bajenn eur renta-kont klok euz toud al labour a zo bet greet gand Gwalarn e tregont vloaz. Ne oa ket Brug ha Gwalarn o labourad war ar memez tachenn. Med daoust pegen disheñvel int an eil diouz eben, hag abalamour da ze, just a-walh, eo a-bouez keñveria anezo ha gweled peseurt diforh a zo etrezo .

Ar poent kenta eo, eh eo bet skrivet Gwalarn e brezoneg penn-da-benn, pa veze kavet ive pennadou galleg e peb niverenn euz Brug. Petra oa 'ta neuze ar brezoneg evid Gwalarn ? Roparz Hemon eo e-neus roet ar respont en "Eur Breizad oc'h adkavout Breiz" : ez nemeti ar Vretoned eo ar brezoneg, yez an estren eo ar galleg , sed, evel Breiziz, e ranker tremen heptañ . Ar galleg eo ar yez villiget : mouga a ra hor spered, labourad a ra da ziskar hor broadelez. Sed e ranker war eun dro stourm evid ar brezoneg hag eneb ar galleg. Rag ar yez eo merk ar vroadelez, ha broadelez (a 'h a) a-unan gand unyezegez.

Kroui eul lennegez, sevel skridou evid an dud desket, n'haller ket ober c'hoaz gand n'eus forz spered. Abalamour da ze ive, e ranker ober gand eur yez lenneg hag unvan, n'eo ket hepken evid skriva, evid komz ive, ha dilezel an trefoedachou. Ar brezoneg a gomze ar bobl a Vreiz-Izel, ne oa anezañ nemed eur bern trefoedachou .

Med evid adsevel ha dasorhi ar vroadelez e Breiz, e ranker kaoud eun diazez, hag an diazez-se, eme Roparz Hemon e 1927, ne hell beza nemed kouërien Vreiz-Izel. Ar re-mañ a rank dond da veza mistri er vro, ha lakaad tud ar hêriou hag ar vicherourien da blega dezo.

Anad eo ne gaver nebleh e Brug mennoziou o tisklêria e rankje tud ar hêriou plega dirag re ar mêziou (nag ar hontrol), hag e rank ar broleterien ober ar peoh gand paotred an arhant. Anad eo ive n'eo tamm ebed ar memez stumm broadelez a zo taolennet e Brug hag e Gwalarn. E Brug, ar vroad eo ar boanierien, hen gwelet on-eus. Ma hell ive ar vroad hervez Brug beza lorhentez ar bobl, evel ma'h eo hervez Roparz Hemon, n'eus ket e Brug nag a enebiez nag a zrougrañs e-keñver Bro-Hall nag e-keñver ar galleg, evel ma zo e skridou Roparz Hemon. Evel an oll vroadelourien, e komz rener Gwalarn euz an dlead ma'h eo da beb unan aberzi e vuhez war aoter ar vroad : ger ebed a gement-mañ kennebeud war v/Brug. Setu n'eo ket eun diforh, med eneberez eo a zo etre Brug ha Gwalarn, ha war veur a boent :

- evid Roparz Hemon ar vroadelez eo a gont, ha n'eus ket da zerhel kont euz ar reñkadou. Evid E. Masson hag ar v/Brugerien, eo ar bagadou-tud hag ar reñkadou a zo anezo da genta, ha deuz tu reñkad ar boanierien en em lakaont-int a-raog peb tra, heb damanti.
 
- savet eo bet Brug evid beza skignet e-touez ar bobl, hag e-touez ar gouërien dreist-oll. N'eo bet savet Gwalarn nemed evid an dud desket, evid eun dibab a dud.
 
- evid Brug, eo d'ar boanierien da zond da veza mistri en o bro dre berz o zindikajou hag o emgleoiou a beb seurt. Evid Gwalarn ne helle beza salvet Breiz nemed o heuilia blenierien : Peleh ema or blenierien vraz, or barzed vraz ? . O heuilla ar vlenierien hag ar varzed en em ginnig dezo, eo e hello ar gouërien lakaad ar reñkadou all da blega, ha lakaad ar brezoneg da vleunia a-nevez.
 
- setu perag he-deus greet Gwalarn an dibab da labourad war dachenn al lennegez (er penn kenta da nebeuta), hag al lennegez hepken. Dibab he-doa greet Brug labourad war an dachenn bolitikel ha sosial, heb beza dizeblant evid se ouz an oberou a lennegez nag ouz an arzou .

Kalz brasoh eo bet levezon Gwalarn abaoe 1925, hag ez eo. Dibar avad eo bet ar gelaouenn Brug, pa n'eus bet den ebed beteg-henn, evid adkregi gand an ero a oa bet boulhet ganti.

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Otokirri e Penn-ar-Bed.

www.langue-bretonne.com
Otokirri Penn ar bed
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah