BandeauVague

Emile Masson ha "Brug" : 1913-1914

Eun dibab testennou diwar "Brug"

Tost da 100 pajennad a vrezoneg a zo bet embannet e 1913-14 war ar gelaouenn "Brug". Tenna a ra lod deuz ar skridou d'al lennegez. Med al lodenn vrasa anezo a zo bet savet evid sacha kouërien Vreiz-Izel war-zu ar sosialism hag an dispah.

Gand tud evel ar gwenedour Juluan Dupuis (hag a zine "En Neué"), Joz ar Braz ("Bruger"), Louis-Napoleon ar Rouz hag Ivon Krog ("Eostig Kerineg") e veze savet pennadou ingal.

Med tud all evel Anatol ar Braz pe Erwan Berthou a zo bet kaset pennadou ganto ive da "v/Brug". Eun toullad troidigeziou (diwar Ernest Renan, da skwer) a gaver ouspenn er gelaouenn. Emile Masson a-hend-all e-noa embannet e 1912 diou droidigez e brezoneg deuz eul leorig gand Elisée Reclus, " De mem breur peizant".

An troidigeziou-ze ha 46 euz pennadou brezoneg "Brug", renket dre zanvez, a gaver e leor Fañch Broudig diwar-benn "Emile Masson ha Brug", a zo o paouez beza advoullet. War 220 pajennad, ez eus a-hend-all e-barz al leor eur studi diwar-benn "Brug".

Da gaoud eun tañva deuz pez a oa "Brug", e vo kavet war ar bajenn-mañ eun dibab euz ar pennadou-ze.

Embannet eo bet al leor gand Emgleo Breiz, 10 ru Kemper, 29200 Brest.

 

Nedelek Breiz

A greiz ma oan, zioul braz, o lenn,
Ma levr ganin war ma barlenn,
Set-hu 'm euz clewet, en noz don,
Kleier o son.
Kleier braz ha Kleier bihan,
A lavare oll, dre ho c'han :
"Dastum da levr ha sav buhan !
Sav a les-se, deus war hon lerc'h
A dreuz an noz, a dreuz an erc'h,
Da gad an amzeriou da zond,
Du-hond, du-hond !
Achu e ar blaveziou kri ;
An oabr ec'h a da digerri
Nedelek Breiz a zo arri !
Vel messaërien Galile,
Sell, e man Breiziz war vale.
Eur stereden ho deuz gwelet
Hag ec'h int et.
Et int da c'heul ar c'houlaouen,
Gant-he kezlo, kezlo laouen,
Oa hadganet Spered ho Gouen !
Ha set-hu perag omp o son,
Kleier Tréger, Kleier Leon,
Kleier Gwened, Kleier Kernew...
Zilew, Zilew !
Nedelek Breiz a zo fenoz.
Deus, hag a weli o repoz
Breiz newe war daoulin Breiz coz !"
Kleier, ma c'he gwir, mil bennoz !
Anatol Ar Braz
"BRUG", niv. 12, miz kerzu 1913.

 

Ur fal spered a zen

Me zo un den maleurus ar en doar. Eutru person me farréz en des laret d'ein penaus ne oen ket kristen abalamor ne blegen ket dehon ha d'é dud. Ha neoah me chonjé penaus, 'barh me obérieu bamdé, en ur vont karantéus ha mat doh me nésan, me helié lezenneu Jésus-Krist. Ne vern ket : nen don ket kristen ; hag ur fal brud em ès get en dud a Iliz.

Nen don ket éùé "républikain" en dès reit d'ein de houiet un den ru mem bro. Perak ? Abalamor ne gavan ket mat ol er lézenneu hag ol er péh e hra tud Guvernemant. Er lezenneu e ve groeit evit er ré beur nen dint ket meit hanter lezenneu. Uigent real hembkin d'er ré beur koh ! Un tam retret d'er ré ral ha pe vent marù ! tammeu sikourieu d'er ré peré e blijo d'er Gouvernemant ! chetu petra en des groeit er Republik evit domb. Er "républikaned" en des reit askern d'emb, ha goarnet er hik geté ! Ha neoah en déverieu (contributions) e greska berpet.

Patriot nen don ket èué, pendéguir ne grédan ket de vistr bras en armé, na d'en dougerien medaillenneu ha kroézieu. Ha koulskoudé me gar Breih mem bro, ur vro vraù ha brudet. Me gar er Frans, bro en Dispeah (Revolution), péhani en dès reit d'emb un tammik liberté.

Nen don ket na kristen, na républikain, na patriot ! Petra é on mé enta?

Un den hemb chonj mat erbet èr vro-men nen dé chet buhé erbet. Ha mé, pléget me fen genein, ha diskourajet, d'hober un dro ar ér méz. Me gavas ino en ur lann ur labourer hag e oé é troein un tam doar get ur bal : "Ha nen doh ket kristen hui ?" e laras mé dehon. – "Oh ! bo ! e respontas ean. Muioh evit er vélean hag er vonseured péré e zo berpet en iliz é krignat er zent ha ne labourant ket jamès !" – "Républikain nen doh ket ataù, ker ne garet ket er Gouvernemant ? – "Oh ! géo ! Républikain é on, républikain ru erhoalh, - e laras ean, - ha me garehé penaus e komandehé er bobl er vro ha nepas er penneu-bras e zo doh hun kondui breman, ha hober ou aférieu érauk ré er vro ! Nen déchet peizant na labourer erbet er Gambr, penaus é chonjehent d'emb-in ? – "Ha hui e zo patriot éùé ?" – "Oh ia ! ia !" e laras ean, get nerh ha volanté. "Sellet !" émé ean : ha ean rein un taul troed ar er bal, ha kontinuo è labour. "Laret d'en dougerien médaillenneu gober el d'ein, hag er vro e vo pinvikoh ! Ha ol en tud e vo eurusoh é Breih hag ér Frans ha ou haro muioh. Nezen ne vo kavet antipatrioted kin !"

Er peizant-zé en doé rézon. Kemeret em boé kouraj doh er hleuet, ha mé de vonet bean bean d'ér gèr de skriù de lénerion Brug er goutantemant e oé deit èm spéred é kleuet er labourer--zé.

En Neué
"BRUG", niv.6, miz even 1913

 

Ar vam-vro

Yannik a oa youank flam pa gwiteas ar skol. Na ouie ket nemeur a dra. Hogen c'hoant a deuas dezan diski ha mont a reas da gaout an doktor koz e oa o chom en e gerik.

- Doktor, ma mignon, lavaret a zo din penoz e lennit el levriou ar muia koz hag en kement langach ma zo moïen. C'houi marwad a lavaro d'in petra sinifi ar gir-ma : "Mam-Vro", en gallek "Patrie".
- Ar "Vam-Vro" ma bugel, hervez al levriou ha pez e teus disket er skol, eo Breiz ha Bro--Chall evidout, ar Pruss evid ar Brussianed, Bro-Saoz evid ar Saozon, etc... Da Vam-Vro, hervez al levriou, eo ti da dad ha da vam, o farko, an iliz, an aod hag ar c'hoajou, an hentchou don elec'h e teus c'hoariet bugelik, ar vered lec'h ma eo beziet da gerent hag elec'h ma vi beziet marwad. Met setu aman : da dud na deus na ti, na park, nag iliz, na bez er vered, na netra war an douar nemet poan ha paourante. Te na po ket ouspenn...

"An ti elec'h out ganet a zo d'eun aotrou braz pinvidik, ar park elec'h ma c'houez da dad a--hed ar bloaz a zo d'eun itron bennag ha bep bloaz pa gresk talvoudegez an ti hag hini ar park dre labour da dud an aotrou hag an itron en em glev da greski ar feurm. Da dud a zo paour, na hellont ket prena ar bez er vered ha bep pemp bIoaz a ve sklabeet o ludu dre an avel.

"Ha setu perag na neus nemet an dud pinvidik vraz hag o deus ar Vam-Vro abalamour m'o deus arc'hant. Deze eo ar Vam-Vro hervez al levriou.

Met te ha me ha kement hini a zo paour na meump war an douar nemet hon buez. Hi eo hon Mam-Vro, difennomp anezi pa na meump nemeti da ziwal.

Loeiz N. Ar Rouz
"BRUG", niv. 11, miz du 1913

 

Lojeiz ar mevel

Ar skrivagnerien gall, hag o deus livet keariadennou Breiz evel toullou loustoni, gant tiez izel, bihan, hep prenestr da lezel da dremen an heol ha sklerijen an deiz, n'int mui da veza kredet.

Amzere e ve, hirio, eur seurt rebech evit hor meaziou ! Hor c'heariadennou a zo breman dastumadennou tiez yac'hus. Ar bern teil, kazi atao, a zo pellaet diouz an nor ha ne deu ken da ampoezoni tud an ti gant e flear.

Mes e mesk ar gwellaennou-ze hag a veulomp, perak e rankomp-ni tamall eur mank grevus a berz ar vistri e kenver o mevelien ? - Kement-man a zo souezus ! - En noz, ar mevel a zo lojet gant al loened, e meur a diegez, e kalz re a diegeziou. E leac'h ear yac'hus eur gambr digor hed an deiz, ar paourkez n'en deus da halani nemet ar fô a deu eus ar chatal. Evit e zispartia diouz ar c'hezeg - er marchosi peurvuia e loj ar zervicher - n'en deus ket zoken teoder eur speuren, awechou. Ema o kousket adrenv e loened, ha n'ouzon ped gwech en noz e chall beza dihunet gant tabac'h aotrounez ar c'hraou - ma ne deu let d'ezo, dre re vr-as breudeuriach, rei halazig d'ezan gant o fao houarnet... Lakit ez eo avius !

E merouriou a zo ema e wele er zolier, mes evit miret ouz an ear kontamet da zont betek ennan n'en deus ket an distera dor da stoufa toull an derez...

Awalc'h e vijé bet d'eomp lavaret an dra-man evit rei da anaout o dever d'ar vistri, ma vije bet ententet mat ganto an emskiant (le sentiment) a justiz a dleont kaout en o darempred gant o mevelien. Ar gourc'hemen : "Kar da nesa eveldot da unan" ha n'eo ket bet great evit ar c'henta koulz hag evit an eil rum ? Allaz ! Labourerien, mar ho peus c'hoant da rei da entent d'hoc'h implijirien n'eo ket dleet d'eoc'h, evit evesaat ouz chatal epad an noz, chom en eul leac'h noazus d'ho yec'hed en em glevit da gaout rezon outo.

N'eus gwirionez gwiroc'h ebet : dre en em glevet e teuer a benn eus an taol bepred. Hag ar blijadur da drec'hi pa vez meneg, evel aman, eus ar yec'hed, hor gwella mad, a dalv ar boan d'ober emgleo.

Eur "Bruger" eus Leon
"BRUG", niv. 3, miz meurz 1913

 

Enep d'en tri ble

Clan e vè Margeit gouh ha pe doé kleuet laret e chomehè he mabeg bihan tri blé er jervij, pel doh ti ha doh er gér. Ha hi monet de houlen get en eutru mèr mar oè guir e oè passet er lèzen sè. Nen dè ket hoah, meit hemb pel e rei, Margeit peur, e respontas ean dehi : "O men Doué, men Doué, e laras Margeit gouh en ur grial, hag e oen e hortos e vehè bet deit d'er gér er rumat ketan men. Ne me chet meit hon, me douaron e, e dad hag e vam e zou maru pél e zou ha m'em és ean mé désàuet. Bremen e rehè zikour vraz d'ein. Ker ne mechet mui nerh erbet kin. Più e labourei me fark, più e voètei me bioh, più me soègnei a pe ven clan épad er blé hir e zou de zonet hoah. Achiù è on, me huel erhoalh, kemeret em boè couraj épad en trihueh miz-men ha me gred em behè bet darhlet hun tamic benac hoah. Meit hena e zou en taul dèhuèhan d'ein. Nen dont ket eit monet pelloh."

- Ha hi, hi fenn étré hi deu zorn, plèget hé souk get hi, comenset de ouèlo. Truhéus e oè guèlet en deur é ridek get he choteu rindet ha hi hleuet é krial.

Er mèr, er labourer douar, deustou me oè "patriot" e gavé, el er muian ag en dud ag er mézieu, e oé rè euè tri blè jervij. Meit noah ean e gredé e oè delé dehon rein en exembl vat ha dihuenn er lèzenneu, er rè fal el er ré mat, hag ohpen en arme. – "Petra fot d'oh, Margeit peur, red é dihuenn er vro, ha ni em bès chet zoudardet erhoalh eit paravizo d'er Prussianned.

- Nann, e respontas hi, na parrès Lovedann n'en doa ket jamès èué kement a zoudardet el parrès Plouè, pen dé guir e zou ter guèh nébétoh ha dud en hi. Get tri blé jervij er Frans n'en dou ket on dihuennour muioh. Ker ne ket ur blèah, pé deu, pè tri a zoudardet e zihuenno hun bro d'emp, meit pemb-dek-uigent vlèah - ol en dud ag er Frans abeh e vehé prest mar hou dou passet ur bléah mat er jervij. Ha me gleu laret e ma gozek en hanter hag er zoudardet bout "ordonnans" e chibat tier en officerien ha skarho podeu kambr. - Perak ne ve ket leskeit en dud yaouang-sè d'hober zoudardet mat ?

Nann e laras hi hoah, beann ha beann, hemb rein amzèr d'èr mèr d'hi respont, nann, er penneu braz ag en armè ne jonjan keit meit en ou fliadur hag ou ézemen, en drived blè e jervijo dehè de gaouet méeulien eit nitra. Meit hon bugalè-ni paisantet ne ket delé dehè bout idan treit en eutruet-sè ! la ! deu vlé jervij e zou erhoalh, hag en nébétan éma en dud yaouanq pèl doh ou labour hag ou zud, e vou er guellan dehè ha d'ou bro !"

Ha Margeit gouh e sèuel en hun taul, ha hi de vonet kuit hemb gober ur zel doh er mèr pehani e oè chomet zouèhet è kleuet rézonieu vat e zè a vek er voès gouh-sè. Ker tout er spéred ne de ket get en dud abil !

En Neué
"BRUG", niv. 4, miz ebrel 1913

 

Ar er skolajeu

Ha guir e oé er ped e laré en entru person èn overen, er skolajeu "laïc" e oé skolajeu en diaul hag er mestreu skol tud fal ? Ha Mari de gaùet mestr-skol hé farrez.

Hennen, pehani e oé un dén pozet ha fur, e chéleua hemb reskond klemmeu ha gourhemenneu Mari, hag a pen doé achiùet, ean e laras dehi :

"Meit, Mari beur, ne gredet ket akin penaus é on é klask kol hou pugalé d'oh, ker me zou tad eùe, ha ne garehen ket e vehé disket er fal de me ré.

N'em guélet ket em gondui el en dud aral ?

Nen dan ket d'en overen, sur erhoalh, meit en dra-zé ne bara ket dohein a bout ur hristen mat barh me obérieu.

Perak e vé er veléan berpet eùé é krial ar er mestreu-skol ? En dra-zé nen dé ket barh er relijion, ha Jésus-Krouist en dès laret karein en ol dud.

Ha hui e gréd eùé penaus barh me skol me gonz enep de Zoué ? Oh, Mari beur ! jamès ne larehen treu ken sod-sé ! Me leska er relijion get er véléan, ha get en tadeu ha mammeu. Hag er guellan relijion nen dé ket en hani e ta a galon, hag a vek en tad bag er vam ?

Me impli, me, me amzér de zigor ou spered d'er vugalé de ziskein dehé lén ha skriù, gallek ha kalkul, ol er ped e chervijo dehé épad ou buhé.

Hag ohpen kement-sé, bep mitinn me ra dehé hor gentelek eit digor ou inéan d'er mad, ka me lar dehé : "Mem bugaligeu, chéleuet doh hou tud, n'em garet ètré-noh, hou pet truhé doh er ré peur, er ré klan, er re maleurus." Hui e huel nézen penaus ne laran ket nitra fal dehé ?

Ha penaus e kredehéh-hui en dra zé ? Me zou un dèn a hou pro, me mam e zou ur voés kristen el doh. Penaus en dehé hé mab er front de zikrial hé hréden ha de lakat hi de houélo ?"

- "Oh ! guir é, eutru beur, eskus e houlennan genoh ; è han béan kuit d'er gèr, ha me zeu mab e chomei genoh èr skol !"

Tadeu ha mammeu, groeit él er voès sé, ha ne gredet ket d'er geùier e vo laret d'oh ar hon skolieu.

En Neué, Mestr-skol
"BRUG", niv. 13, miz genver 1914

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Eun otel e Karaez (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Eun otel e Karaez
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah