BandeauVague

Ar pajennou brezoneg

Gwengamp hag ar football : biskoaz kemend-all !

Nag eur gouel ! Dija o-devoa bet tro Stad Roazon ha War-raog Gwengamp da c'hoari match diweza Koup ar Frañs. Med ne oa ket an eil re a-eneb ar re all. Ha m'e-noa bet gonezet Roazon diou wech dija e 1965 hag e 1971, e oa bet koll Gwengamp e 1997. Evid ar wech kenta e oa daou skipaill deuz ar memez bro o c'hoari an eil a-eneb d'egile. Kroget an derzienn e Breiz a-bez ha pelloh, meur a zevez a-raog an devez braz.

Toud ar re hag o-deus gallet eh eo bet prenet o billed ganto evid mond d'ar Stade de France, unan deuz ar brava tachennou-football a zo. Hag ouspenn-ze ema e Saint-Denis. Eno an hini ema interet an Dukez Anna. Eno an hini 'h ee da glask labour ar Vretoned a zo bet kement anezo o tivroa gwechall. Setu 80 000 a Vretoned en tribuniou : biskoaz ne oa bet gwelet kemend-all, nag er Stade de France, nag e leh all.

lequipeenbretonDevez ar match avad eo bet sabatuet an oll, ar Vretoned hag ar re all muuioh c'hoaz ! Rag ne oa ket a voien da gaoud ar gazetenn "L'Equipe" er staliou. Nag e Gwengamp, nag e Bourdel, nebleh, tamm toud ebed.

Goulennit "Ar Skipailh" ! "Ar Skipaill" evid 2 euro nemetken ! "Gouel ar Gelted" war "Ar Skipailh". Eun taol-kaer eo a zo bet greet gand "L'Equipe" e gwirionez, pa oa o fajenn genta e brezoneg kaji toud d'an 9 a viz mae. N'eus bet biskoaz kazetenn bemdezieg ebed oh ober kemend-all, memez en Breiz-Izel. Ha gand ar bajennad kenta-ze e brezoneg eo bet gwerzet dre ar Frañs a-bez !

Gand Olier ar Mogn hag Ofis ar Brezhoneg eo bet savet an droidigez. N'eo ket fall. Ma vije bet savet gand eur spered muioh kazetennerez hag en eur brezoneg poblekoh eun tamm bennag, e vije bet gwelloh c'hoaz. Setu da nebeuta eun niverenn euz "L'Equipe" hag a vo collector diwar vremañ.

An… tri liou hag ar "Bro goz"

An dalh eo an daou skipaill memez liou : ruz ha du ! Ha deuz an eil tu koulz ha deuz egile, e oa prest ar suporterien da vanna ar gwenn-ha-du ! E-keñver liou, ne oa netra d'ober : ne oa tamm moien ebed da zispartia ar re a vije o harpa Roazon hag ar re a oa evid Gwengamp. N'eus bet gwelet eta nemed… eun tri liou en tribuniou : ruz, gwenn ha du !

An deveziou a-raog, e oa bet meur a damm nehamant vat. Da genta, oa deuet da zoñj gand Mona Bras (kuzulierez-rannvro deuz tu an UDB) ha gand Jean-Yves Le Drian (Prezidant Rannvro Breiz, evel a oar an oll) goulenn ma vefe kanet "Bro goz ma zadou" eur poent bennag, ouspenn ar "Marseillaise". Daou gan "broadel" a-raog ar match ? Setu tapet berr pennou braz ar football. Ne oa ket tu ! Red e oa derhel d'ar protocole !

A-benn ar fin, dre forz marhata, e oa bet bet greet eun dibab : klevet e vije ar "Bro goz" adaleg 7 eur hanter, pa grogje ar gouel. Diwar ar CD bet fardet gand kanerien Mouez ar Mor Douarnenez. Nag a vrud evid ar re-mañ a-greiz-toud. Med den ebed n'e-neus taolet re a gont pa h eo bet skignet ar han dre bevar horn ar Stad.

"Tri martolod"

Hag a-benn ar fin eh eo bet klevet ar "Bro goz" eun eil gwech, biskoaz kemend-all ! A-bouez-penn eh eo bet distaget gand Alan Stivell e-unan ouz ar mikro, hag ar wech-mañ e oa chomet peoh an oll da zelaou anezañ. N'heller ket lared eh eo anavezet-kaer ar "Bro goz" gand ar beurvrasa deuz ar Vretoned koulskoude, ha n'eo ket gwall-aliez 'vez digarez da gleved anezañ. Med ar wech-mañ eo deuet an taol da vad.

Daoust hag-eñ e hellfe beza klevet aliesoh diwar vremañ ? Evel just, n'eo ket bet lakeet er memez renk hag ar "Marseillaise", med kanet eo bet dirag eur bobl a dud e Pariz. Daoust hag-eñ 'vefe prest ar Vretoned da zigemer anezañ da vad evel eur "han broadel", evel ma ra Kembreiz gand "Hen Wlad fy Nhadau" ? N'on ket peur-zur.

Rag eur ganaouenn all eo he-deus greet berz hardi da geñver ar match, 'barz fin ar gont : "An tri martolod" ! Sonet eo bet an ton gand ar Garde Républicaine, soñjit 'ta ! Hag adkanet eo bet er Roudourou p'eo retornet ar c'hoarierien d'ar gêr. Kistion a zo memez e teufe an tri martolod-se da veza kanaouenn klub football Gwengamp ! Biskoaz kemend-all adarre ! Tregeriz an Argoad o tibab eur ganaouenn a vor deuz ar vro vigoudenn !

Ar Prezidant o tond !

Eun nehamant all a oa bet devez ar match memestra, ha n'eo ket an disterra. Hag abalamour da betra ? Abalamour da biou, kentoh ? Abalamour da Aotrou Prezidant ar Republik. Beb bloaz e teu Prezidant ar Republik da heulia match diweza Koup ar Frañs. Ar hiz eo. Ha d'ar momed diweza, setu ma klever ar helou ne deuje ket Nicolas Sarkozy ar bloaz-mañ. Sañset e oa da zond, med ne deuje ket.

Dija oa bet bet laret gantañ, a-hervez, just a-raog na vije anvet da Brezidant, ne ree ket foultre-kaer gand ar Vretoned. Sed d'ar zadorn beure, e skrive kerkent René Pérez war an Télégramme e oa eur fazi braz euz e berz chom er gêr. Ar Vretoned ne gomprenfent ket. Jean-Yves Le Drian ive eo bet galvet gantañ an Elysée.

Ha setu ar burzud ne oa den ken o hortoz : da eiz eur hanter e oa ar Prezidant war blas. N'eo ket diskennet war an dachenn (hervez an teodou fall, e-noa aon e vije bet c'hwitellet warnañ) ha n'eus nemed ar re hag a oa o selled deuz an tele hag o-deus gwelet ha klevet anezañ oh embann e plij dezañ ar football ken ha ken, hag e-neus eun tamm mad a istim evid ar Vretoned. N'eo ket falloh a ze.

Levenez penn-da-benn

Ma ! Setu laouen ha seder an oll. 'Leiz an treñiou hag an otokirri a dud o vond da Bariz. Kaniri ha hopadeg a beb tu. Ar gwenn-ha-du o fraoñval e peb leh : eun 20 000 a zo bet roet evid netra gand ar Rannvro d'ar suporterien. Eur fest evel n'eus bet jamez. Hag an oll, pe e oant o tond deuz Roazon pe o tond deuz Gwengamp, o tisklêria e kement post-radio ha war gement chadenn-dele ne vefe ket eur gwall-afer, ma ne vefent ket gounid : n'eus forz penaoz, eo ar Vretoned a oa da gaoud ar Houp, ha da Vreiz eo e teuje ! Eun espez unvaniez sakr, en eur mod.

Ha gwir eo, ne oa douestañs ebed da gaoud war ar poent-se, pa veze gwelet pegen seven an oll Vretoned er Stade de France. Na kannou na kunujennou etrezo (evel a vez re aliez e leh all). Levenez penn-da-benn ha netra ken, a lavaran deoh. A-raog na grogje ar match, e tisklêrie Alan Stivell war France 3 e oa unan deuz an daou pe dri devez kaerra en e vuhez.

Tud kêr hag… an dud diwar ar mêz

Eun tamm heligenta bennag a veze santet koulskoude abaoe eun nebeud deveziou. Rag Roazon memestra eo ar gêrbenn. Int-i tud kêr evelkent. Int-i ar re halloudusa, peadra dezo gand toud ar milionou eh eo deuet Pinault ganto 'leiz e hodellou evid sikour ar hlub. Int-i o c'hoari el Lig 1, ha n'int ket plaset re fall. Dezo ar c'hoarierien wella hag ar re vrudeta. Eizteiz a-raog e oant bet treh war Barizianed ar PSG, ha gwaz a ze evid ar paouez-kaez Paul Le Guen, kaer e-neus beza deuz Penn-ar-Hrann.

Deuz peleh ? Piou e Roazon a oar e peleh ema Penn-ar-Hrann ? Pell ema c'hoaz Penn-ar-Hrann deuz Gwengamp. Med pell deuz Roazon ema Gwengamp ive, 'm-eus aon. Gwengamp n'eo nemed eun tammig kêr vihan 8 000 a dud, du-hont, pell e Breiz-Izel, soñjit 'ta ! Gand eur skipaill ha n'ema nemed el Lig 2. Ha c'hoaz, n'int ket plaset gwall vad. Diskouezet o-deus evel just e oa gwad dindan o ivinou ha ne oa ket re bonner ar hraponou dindan o boteier, peogwir int en em gavet da c'hoari ar match diweza. Med, ma Doue, n'eus nemed tud diwar ar mêz o harpa Gwengamp. Peizanted, kouërien, ha sed aze toud. Petra hellje ober footballerien a seurt-se ? Ne vo ket ezomm da hortoz pell evid gweled n'eo ket e Roazon ema toud al lorh.

Eduardo gand e vanniel

An unvaniez sakr a oa evid digas ar Houp en Breiz ? N'eo ket bet padet pell. Kerkent ha m'eo en em gavet an daou skipaill war an dachenn, e oa ar supporterien pep hini evid e hini E-pad an tri-hard eur kenta eo chomet footballerien Wengamp ha re Roazon da zelled an eil deuz egile.

Eun tamm mad nervusoh int bet war-lerh an ehan. Pilet eo Gauclin : barreg eo re Roazon, a gav dezo. N'eus ket bet ezomm da hortoz teir munutenn, hag eo Douchez a rank mond da zastum ar volotenn en e rouejou. Pemp munut all, hag eñ adarre war e grabanou. Netra d'ober ken. Gounid eo Gwengamp, hag e vo. Mud a greiz-toud an 30 000 a dud a oa e kreiz-kêr Roazon evid heulia ar match a-bell. Tridal eo a ra an 8 000 a oa e kreiz-kêr Gwengamp.

An dudigou, ar re zisterra a oa ganto ar muia a nerz hag a startijenn. Ne oa nemed gweled Eduardo oh ober tro an dachenn gand e vanniel hanter gwenn-ha-du hanter liou ar Brezil. Breiz a zo bet gounid, gwir eo, da geñver eur match na vo hini all ebed eveltañ a-raog pell. Gwengamp a zo bet an hini digourdia, an hini barreka, an hini e-noa ar muia a youl.

Adaleg an 20 a viz eost, e teuy gwella skipaillou an Europ da c'hoari football e Gwengamp. Biskoaz kemend-all, eur wech all !

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Panellou galleg ha brezoneg e kreiz-kêr Gwengamp

www.langue-bretonne.com
Guingamppanneaux
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah