BandeauVague

Ar pajennou brezoneg

Marvet eo Remi Derrien

Hirio, d'ar merher 1 a viz ebrel, eo bet lidet obidou Remi Derrien e Kerrien. E-leiz a dud, kerent ha mignoned, a oa deuet a-ziwar-dro hag euz a bell da heulia an interamant. Gand Job an Irien eo bet lavaret an overenn.

Deuet e oa e gamarad Dewi M. Jones deuz a Vro-Gembre hag en ano an oll Gembreiz a anaveze Remi Derrien du-hont. Gand Joëlle, e wreg, eo bet displeget en eun doare kizidig ha dihortoz peseurt doare den e oa euz Remi. Setu amañ ar pez am-eus lavaret me diwar-benn ar brezoneger ma oa.

Kenavo, Remi

Hirio, Remi, om en em gavet oll amañ asamblez en-dro dit : da vamm, da wreg, da vugale, da gerent, ar famill a-bez. Ha ni oll da gamaraded : ar re o-deus bet c'hoariet pez ganit, ar re o-deus bet labouret ganit, ar re o-deus bet dalhet penn ganit, hag ar re o-deus bet c'hoarzet ganit.

Da yez kenta a oa ar brezoneg. Peogwir oa hini da dud, e oa ive yez da galon. Pa oas war da studi dija e skol-veur Vrest, em-eus soñj e oa bet savet ganit eur hlub evid ma hellje ar studierien en em gavoud da gonta kaoz etrezo e brezoneg. Ha brao eo bet deoh ober, peogwir eo evel-se an hini eo bet ganet Teatr Brezoneg Penn ar Bed.

Remi : morse ne vije bet deuet dit da zoñj c'hoari pez en eur yez all. Evel-se out deuet da veza skrivagner brezoneg. Abalamour da ze an hini out deuet da droi ha da leurennia kemend-all a beziou-c'hoari en da yez.

Eur brezoneger euz an dibab a oa ahanout, koulz evid komz hag evid skriva. Skriva a rees evid beza lennet hag evid beza klevet gand an oll. Sed e plije d'an dud lenn da skridou. Plijoud a ree dezo kleved ahanout o fenti. Ha plijoud a ree dezo kleved da vrezoneg, pe e vije war al leurennou, war ar radio pe war an tele. Gand se out bet penn-da-benn eun den deuz da amzer.

An doare 'z-poa, Remi, da vond e darempred gand an dud ha da gonta kaoz ganto. Komz gand ar re all a vo bet da vuhez, penn-da-benn. Goud a ouies selaou anezo evid kleved diganto pez a zalhent kuzet en o spered hag en o halon.

Pa oa bet skrivet ganit ar pez-c'hoari "Gwragez", 20 vloaz 'zo, az-poa laret e oa e-barz goulennou muioh evid kenteliou. En em houlenn a rees hag-eñ ne deuem ket oll pep hini d'e dro, an eil rummad war-lerh egile, da zeski ar vuhez a-nevez hag "ad vitam aeternam". Remi, bremañ pa h out eet kuit, e vo red deom-ni oll addeski ar vuhez, a-nevez. Hag hebdout. Kenavo.

 

Marvet eo Remi Derrien

Marvet eo Remi Derrien disul da noz, d'an 29 a viz meurz, diwar eun hir a gleñved. A-benn eun nebeud deveziou, e vije bet 63 bloaz. Bet eo bet unan deuz ar re hag o-devo bet labouret ar muia a-hed o buhez evid kas ar brezoneg war-raog : skrivagner eo bet, komedian ha leurennier, hag abadennou e-neus kinniget koulz war ar radio hag an tele.

RemiDerrien1Ginidig e oa Remi Derrien euz Lanijen, er Morbihan. Da Vrest e oa deuet d'ober e studiou war ar zaozneg. Kerkent hag e 1973 an hini oa bet savet "Teatr Penn ar Bed" gantañ e-touez ar studierien. Padoud e-neus greet ar strollad abaoe 35 bloaz. Beteg ar momed diweza, e-neus dalhet da ren eur strollad hag e-neus, a-drugarez dezañ, bet roet an tu d'e-leiz a vrezonegerien da weled peziou a-zoare, fromuz pe fentuz.

E-touez ar peziou-c'hoari a zo bet kinnniget gand Remi Derrien, ema "Katrina Lenn-zu", diwar Per-Jakez Helias, ha ne oa ket bet c'hoariet c'hoaz e brezoneg a-raog, ha peziou evel "Bitekle" pe "Dahud, diwar Gwillou Kergourlay. Bet eo bet an den hag e-neus digoret ar c'hoariva brezoneg war ar bed. Gantañ ez eus bet troet ha leurenniet peziou diwar skrivagnerien deuz Iwerzon (John Millington Synge, Brendan Behan, Martin McDonagh), deuz an Amerik (John Kesselring), ar Brezil (Ariano Suassuna) hag ar Serbi (Lioubomir Simovitch). An hini diweza bet kinniget gantañ a vo bet ar pez-c'hoari brudet "Mistero Buffo", diwar an italian Dario Fo.

Eur pez all a zo bet skrivet gantañ war-eeun e brezoneg : "Gwragez". Danevellou e-neus bet savet a-hend-all, ha pennadou ingal evid ar gelaouenn "Brud Nevez." Eul leor danevellou a oa o paouez echui troi e brezoneg diwar ar skrivagner Guillou Kergourlay, hag a zo da veza embannet gand Emgleo Breiz a-raog pell.

An abadenn radio kenta bet kaset en-dro gand Remi Derrien a zo bet "Pebr ha holen" e 1978, war Radio-Armorique. Pevar bloaz goude, setu eñ war RBI (Radio-Breiz-Izel), evid kinnig eun abadenn brezoneg ha galleg hag he-deus bet greet berz braz d'an ampoent : "Bonjour Village". Etre 1991 ha 1997, ema war France 3 evid kinnig an abadennou "Chadenn ar vro" ha "Du-mañ Du-se".

Eur brezoneger euz an dibab e oa Remi Derrien, koulz dre gomz ha dre skrid. Plijoud a ree d'an dud lenn e skridou ha kleved e vrezoneg, pe e vije war al leurennou, er radio hag en tele. An doare e-noa da vond e darempred gand an dud ha da gonta kaoz ganto. Eun den a fent a oa ouspenn, hag a ouie atao diskoacha pez a zo dihortoz. Eun nebeud deveziou 'zo, e oa bet roet dezañ ar Priz Herve ar Menn e ti-kêr Brest. Eil-Prezidant Emgleo Breiz e oa ive Remi Derrien.

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

"Ty mad" : Nom de maison au Conquet (Finistère).

www.langue-bretonne.com
panellouEusaKonk28
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah