BandeauVague

Ar pajennou brezoneg

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : eun ano-ti brezoneg e Konk-Leon (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Eun ano ti e Konk-Leon
Embannet eo bet an daou bennad a vo kavet da lenn war ar bajenn-mañ, an hini kenta war n° 268 ar gelaouenn Brud Nevez, hag egile diwar-benn an Tibet war an n° 267.
 
Eur pennad all, gand fotoiou, a heller kaoud war niverenn ziweza Brud Nevez, an n° 269, hag a gomz deuz ar Xinjiang, e penn all ar Chin. Eno ema bro ar Ouigoured hag an d/Tadjiked. Evid goulenn kaoud an niverenn-mañ, n'ho-peus nemed klika amañ.

 

Ar gador houllo

N'eur ket echu da gleved komz deuz ar Chin : ahann d'ar C'hoariou Olimpeg, keit ha ma vo deuz outo e Beijing ha goude c'hoaz, kredabl braz. Abalamour da ze end-eeun an hini zo bet reuz e meur a vro dija, pa h eo bet tremenet ar flammenn-dan dre eno. Ar re o-deus greet trouz a felle dezo sacha evez an dud war gwiriou mab-den en Tibet hag er Chin. N'eus ket bet klevet komz avad, pe nemeur, deuz an doare m'o-deus brasa skrivagnerien ar bed emellet euz an afer-ze.

Salman Rushdie a zo unan anezo. Ema hirio e penn ar PEN American Centre hag a zo bet savet e 1922 evid divenn ar frankiz da gomz ha da skriva. Pevar bloaz 'zo, e vez aozet ganto e New-York e komañsamant miz mae eur pez festival braz, "World Voices" e ano : Moueziou ar Bed. 200 skrivagner a oa bet pedet er bloaz-mañ. Lod a zo brud braz war o ano, evel Mario Vargas Llosa (euz ar Perou) pe Umberto Eco (euz an Itali). Lod all a glever komz muioh-mui diwar o fenn, evel Sasa Stanisic (ginidig euz ar Bosni), Peter Esterhazy (euz an Hongri) pe c'hoaz Daniel Kehlmann (o veva en Aotrich).

Skrivagnerien en toull-bah er Chin

Diredeg a ra milierou a dud da zelaou an oll skrivagnerien-ze e New-York e-pad eizteiz. Ar bloaz-mañ, e-neus "World Voices" greet ton d'eun amerikanez, Toni Morrison, hag a zo anezi ar vorianez kenta o veza bet Priz Nobel al Lennegez e 1993. Ton a zo bet greet d'eur skrivagner all hag a zo hemañ deuz ar Chin : Yang Tongyan. Eñ avad ne oa ket deuet da New-York : e miz mae 2006, eo bet kondaonet da zaouzeg vloaz toull-bah, evid beza displeget e zoñj war internet.

N'eo ket Yang Tongyan ar skrivagner nemetañ deuz bro-Chin a vefe bet greet kaoz deuz outañ e New-York : euz 39 a zo bet komzet en oll, hag a zo en toull hirio du-hont abalamour m'o-deus kredet skriva leoriou pe bennadou n'eus ket urz da embann eno. Eur betision a zo bet sinet gand skrivagnerien ar bed, da houlenn ma vefe adroet o frankiz dezo oll a-raog ar C'hoariou Olimpeg.

Evid skoi muioh a ze war sperejou an dud hag evid poueza gwelloh a ze war houarnamant ar Chin, 'zo bet sevenet eun taol a-zoare gand ar PEN Center : beb tro ma veze tri pe bevar skrivagner war eul leurenn evid eun diviz bennag, e veze laket eur gador houllo en o hichenn, en enor unan euz ar skrivagnerien hag a zo e prizon er Chin.

Daoust hag-eñ e talho pennou braz ar Chin an disterra kont deuz ar galv ? Aze ema an dalh. Da nebeuta e vo bet ar skrivagnerien mouez ar bed eur wech muioh.

Da houzoud muioh : http://www.pen.org

 

Reuz en Tibet

Evel an oll, em-eus klevet komz deuz darvoudou an Tibet, adaleg ma zo bet kannou e Lhassa, d’an 13 a viz meurz. E gwirionez, e oa kroget ar veneh da vanifesti eun nebeud deveziou a-raog, evid memori an darvoudou a oa bet eno tri-ugent vloaz ‘zo dija. Da genta, ne ree ar veneh nemed huchal slogañiou. Pa glaskent mond dre ar strêjou avad, e veze ar polis o viroud deuz outo da vond pelloh.

D’an 13 eo eet tud Lhassa ha dreist-oll ar re yaouank da vanifesti asamblez gand ar veneh. Neuze an hini eo deuet an traou da veza tennoh : war a zeblant, int eet d’en em gemer ouz ar Chinaed, a zo deuet niverusoh-niverusa deuz an diavêz da jom en Tibet (ar re hag a zo Han, hag ema muio-muia ar staliou-koñvers etre o daouarn). Tenna war ar vanifesterien a zo bet greet gand ar zoudarded. Tud a zo bet lahet, ha n’o-deus greet an traou goude ze nemed mond war wasaad.

Laosket a gostez

Hervez Françoise Robin, hag a zo kelennerez en INALCO e Pariz, o-deus an Tibetaned dreist o fenn o veza dindan galloud ar Chinaed. Abaoe ugent vloaz, n’o-doa ket bet greet a drouz. Med ar zantimant o-deus e vezont laosket a gostez. War-raog ez a ekonomiez en Tibet : eun treñ a zo memez abaoe daou vloaz evid mond deuz Pekin da Lhassa.

Med an Dibetaned ne zigas ket kalz a honid dezo : « ar re yaouank, eme F. Robin, al lodenn vrasa anezo, ne hellont ket paka deskadurez na kaoud labour ha stanket eo an amzer-da-zond evito ». N’eo ket toud : kaoud a ra dezo ema o yez hag o sevenadur o vond da goll. Pa oa bet eno e miz genver, he-doa hi santet ervad ne hellje ket an traou padoud evel-se.

N’eo ket e Lhassa nemetken a zo bet manifesterien. Bet zo bet ive en deveziou war-lerh e meur a vanati all, ha n’emaint ket e rannvro ofisiel an Tibet a-hirio, med lod int euz istor hag euz bed an Dibetaned a-viskoaz : Lithang, Ngapa-Kirti, Mangra… Ha Labrang.

Ar veneh o vanifesti e Labrang

Eur vanifestadeg e Labrang ? Eur gêr vihan eo, kollet e-kreiz ar meneziou, e rannvro Gansu, e gwalarn ar Manati Labuleng e bro-ChinChin. An êsa, a gav din, evid mond di, eo dond deuz Lanzhou. Homañ a zo eur gêr vraz war an uhel dija, tro daou vilion a dud, hag he-deus ar vrud da veza ar gêr ar muia kohonet er bed, gand toud an uziniou ‘zo eno. Seiz pe eiz eur hent a zo ezomm evid ober nebeutoh evid 300 km hag en em gaoud e kêr Xiahe gand ar bus.

Amañ emaer tro 3 000 metr uhelded. A-fed bro, e kave din e oam en em gavet e Breiz : glaz ar mêziou, gleb ha fresk an amzer. Fall an hentchou avad, a-vuzur ma tostaer deuz Labrang. N’eus ket liou ar binvidigez na war ar vro na war an tier. Tier pri, gand toennou plad, evel er Marok. N’eus ket kalz a oustillou, war a zeblant, da labourad an douar. E fin miz eost, e oa ar beizanted oh echui an eost : savadellou a veze gwelet er parkeier. An dud hag ar vugale eo ruz ha kaji mouk o bizaj.

Mandarineg a oar an dud, lod atao, peogwir e teskont er skol. Tibetaneg a gomzont e bro ar manati. E Eur Bouddha alaouret e LabulengLabrang, n’eo ket tre ar memez brank boudhisted hag hini an Dalaï-Lama. Med just dindanañ ema ar Jiamuyang, da lavared eo ar Bouddha beo, a zo e penn ar manati eno. E-pad an Dispah Ruz (evel-se e vez anvet an « dispah sevenadurel » gand ar Chinaed), e oa bet diskaret eur bern templou hag e oa bet kaset ar veneh kuit, dezo da retorn da labourad er hêriadennou. Distrei da Labrang o-deus gallet ober e 1980.

Ne jom nemed daouzeg templ

Beteg 4 000 manah a zo bet e Labrang gwechall-goz. Sañset, ne hell ket hirio beza muioh evid 500 ken. Pa ‘n em gaver eno, e seblant ar manati beza goullo : ne weler nemed hiniennou o tond hag o vond, gand o saeou ruz-teñval, pintet a-wechou en eur garrigell a-dreñv eur skooter. Gweled a reer ive unan bennag o vale e-mesk ar vugale, dre strêjou kêr. Striz ar re-mañ, gand tier pe mogeriou pri deuz an daou du.

Meneh e LabulengDond a ra eul lama (da lared eo eur manah) da hentcha ahanoh ha da lakad ahanoh d’ober tro ar manati. N’eus ken nemed eun daouzeg templ, pa zo bet muioh evid pevar-ugent gwechall. Teñval int en diabarz, ha lavared a reer deoh n’eus ket droed da denna poltreji e-barz. Evel aoteriou a zo, gand liouiou flamm, ruz, melen, glaz : poan ho-po o kredi marteze, med en amann yak int greet (ar yaked a zo ar zaout deuz du-hont).

Milinou-pedi a zo e diavêz : ar veneh hag ar birhirined a lak anezo da droi, evid gounid mirit. Pennou Bouddha alaouret a zo war an toennou. Relegou ha leoriou koz a zo bet miret en templou : en hini an 11ved Bouddha, zo evel-se estajerennadou a-bez a voestou soutra ouz ar mogeriou.

Adaleg an oad a 6-7 vloaz e vez kaset ar baotred vihan di gand o zud da veza kelennet hervez ar hiz tibetan. Studial a reont ar skridou bouddhik ha pedi, war bennou o daoulin pe en o gourvez. N’am-eus ket bet tro da weled deuz ar grennarded-se. Med hervez testeniou ‘zo, int ken troet ha yaouankizou ar bed-oll gand an nevezentiou : darempredi a reont ar siber-ostaleriou ha sod ‘vefent gand ar c’hoariou-video. C’hweh skolaj uhel a zo e Labrang avad, a studier enno ar medisinerez, an astronomiez, « rod an amzer »… An hini vo lama a Krennarded en eur ru stok euz manati Labulengvo a-hed e vuhez, ha n’en-nevo ket droed da zimezi.

Peseurt respont d’o goulennou ?

Reuz a zo bet e Labrang eta d’ar 15 a viz meurz, eun nebeud deveziou nemetken goude ma oa bet e Lhassa. War internet e heller gweled filmou berr tapet dre delefon : ar veneh hag eur bobl a dud deuz ar hontre o vanifesti, ha krogadou etrezo hag ar polis. Ne vo ket êz da bennou braz ar Chin lakaad ar peoh da zond en-dro. Pa zo bet kaset diou dousenn kazetennerien e fin miz meurz da Lhassa evid en em renta kont e oa echu gand an trubuillou, sañset, n’o-deus ket bet aon ar veneh da zisklêria eo geveier a veze kontet dezo.

A-benn an hañv e tle beza ar C’hoariou Olympig e Pekin. Ahann da neuze o-devo droed an douristed da vond da Lhassa adarre adaleg ar henta a viz mae. Gwelet e vo petra c’hoarvezo. Ne h ouezer tamm daoust hag eur respont vad bennag a vo greet da houlennou an Dibetaned. Kredabl, ne vo ket. En oll vroiou avad eo nehetoh evid biskoaz an dud evid pez a zell gwiriou mab-den er Chin. Galvet e oa ar Vretoned d’en em voda e Roazon d’ar 5 a viz ebrel evid harpa an Tibet.

Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah