BandeauVague

Leoriou brezoneg gand Fañch Broudig

Moueziou a leh all

Danvez al leor

Eun dibab a garantez hag a galon eo troi en or yez skridou gand skrivagnerien all. Dond a ra ar re a vo lennet el leor-mañ euz ar Palestin hag euz an Turki, euz ar Hore hag euz an Amerik…

Golo al leor "Moueziou a leh all"Moueziou int o tond euz leh all beteg ennom. Moueziou a-bell pe a-dost, hag a gont pehini eo o foan hag o freder.

Bara a houlennont, lealded, frankiz, ha karantez kerkoulz all. Ar skridou-mañ a vo klevet e meur a hini anezo eur hlemm, eur galv. Ijin ha faltazi a zo enno en tu-hont : kaerroh evid evned o nijal, n'eus ket, eo ?

Moueziou a leh all ? Ya, ha war eun ton all.

Eul leor a droidigeziou eo eta "Moueziou a leh all". Kaoud a reer ennañ barzonegou, ha danevellou.
Deuet eo al leor er-mêz n'eus ket pell. Embannet eo bet gand Brud Nevez en dastumadenn "Leoriou bihan".

En gwerz ema… er staliou mad ! Pe war-eeun digand an embanner :

Da gaoud eun tañva, e hellit lenn war ar bajenn-mañ ar raglavar ha diou varzoneg.

 

Taolenn al leor

- Raglavar. War eun ton all
- Sitting Bull : Komzou
- Soya Nemglukina : Son an erh braz
- Kim Dji Ha : Ar vrud
- Ghassan Kanafani : Mogeriou houarn
- Erdal Oz : Pichoned
- Karen Blixen : Istor ar mous bihan
- Antonio Skarmeta : New York City Blues
- Piou zo piou

 

Raglavar : War eun ton all

Goulennet zo bet digannin, gwech pe wech, hag-eñ ne skriven ket, pe hag-eñ ne skrivjen ket danevellou pe romañchou. Ne ran ket, ha moarvad ne rin biken. Evid se, eo red beza akuit. Sevel troidigeziou am-eus bet greet avad, hag e ran. An hini am-eus bet ar muia a labour hag a breder ganti eo sur a-walh "Taolennou ar baradoz ". Troi eur skrid berr bennag en eur yez all a zo eun tamm krog. Troi eul leor a-bez a houlenn amzer ha dalhusted.

En em glevet e oa bet Fañch Roudaut hag Alain Croix evid skriva eur studi istor hag a skiant diwar-benn an taolennou-ze a dalvezas da Vikael an Noblez ha d'ar visionerien a zo bet deuet war e lerh beteg kreiz an ugentved kantved da brezeg an Aviel. Hag an dibab o-doa greet o-daou, "ezprez-kaer", eo e vefe embannet o studiadenn en diou yez, galleg (peogwir eo en galleg a skrivent int) ha brezoneg.

Hag abalamour da betra 'ta en brezoneg ive ? Disklêriet e oa bet ganto e oa "eun dibab a garantez hag a galon" euz o ferz. Med displega a reent ive ne oa, emezo, "seurt ebed, anezañ e-unan, o vired ouz hen ober". Pez a zo diou rêzon vad dija, hag a hell rei ervad da intent perag e teu c'hoant d'an nen da zevel eun droidigez bennag. An dibab a rejont ne oa ket, daoust da ze, "hini eur romantelez o huñvreal en eur Vreiz na gomzfe nemed brezoneg", med "hini an doujañs" : savet e oa bet danvez o studi diwar testennou hag a oa bet skrivet an darnvuia anezo e brezoneg, ha reiz e kavent e vefent bet studiet hag embannet en o stumm orin .

Troidigeziou all on bet kroget da zevel, heb mond bepred beteg penn. Warlene, oan bet kroget evel-se da weled petra 'hellfen ober euz unan euz skridou brudeta ar barz Arthur Rimbaud, "Eur sêzon en ivern" :

Eur sapre lonkadenn ampoezon am-oa kluket. - Ra vo teir gwech benniget ar huzul a zo deuet din ! - Devi ahanon a ra ma bouzellou. Ken kreñv ar binim ma gwea ma izili, ma tistumm ahanon, ma taol ahanon d'an douar. Mervel a ran gand ar zehed, mouga, n'hallan ket krial. An ivern eo, ar boan peurbaduz ! Gwelit penaoz ema an tan oh adkregi ! Devi a ran evel m'eo dleet. Kerz, diaoul !
Damwelet am-oa ma distro ouz ar mad hag an eürusted. Hag e hellan konta ar pez a welan, êr an ivern n'andur ket an himnou. Milionou a verhed koant a oa, o kana kantikou c'hweg, an nerz hag ar peoh, ar c'hoantou dreist, petra c'hoaz ?
Ar c'hoantou dreist !
Hag ar vuhez eo c'hoaz ! - Ma ver daonet da viken ! Eun den a glask en em zrailla a zo daonet da vad, n'eo ket ? Kredi a ran emaon en ivern, neuze emaon ennañ […].

Pa glevan kanaouennou evel ar re a gan Souad Massi war he fladenn genta, am-bez c'hoant ive da weled peseurt liou o-defe eur wech ma vefent bet laket en brezoneg :

'M-eus ken a huñvre, 'm-eus ket a di
'M-eus oaled 'bed d'ober tan
'M-eus amzer 'bed ken, 'm-eus sêzon 'bed
'M-eus ket amzer 'vid eur seurt c'hoari…

Troidigeziou all am-eus bet savet eun toulladou war o hed, med n'am-eus ket bet embannet anezo oll dalhmad dindan va ano. Unan bennag a oar ze pell 'zo, hag ar re all… a vefe mad dezo gouzoud ! Perag beza dibabet eun ano-pluenn ? Deuz ar pez a lavarer, e vefe techet-kaer ar skrivagnerien vrezoneg d'henn ober. Estregeto a ra : piou n'e-neus ket dalhet soñj euz Emile Ajar, alias Romain Gary ? Dre amañ, n'eus nemed taoler eur zell en "Istor al Lennegezh" Abeozen pe e "Geriadur ar skrivagnerien" Lukian Raoul evid en em renta kont. Ken e-neus bet peadra J. Malo Renault da zevel eur pez roll hir euz an anoiou-pluenn a zo bet greet ganto euz ar 16ved beteg an 20ved kantved ! Hirio, e talher d'ober gand anoiou-pluenn : n'eus nemed mond war internet da weled…

M'am-eus dibabet-me ober gand unan, eun amzer zo bet, eo dre ma n'am-oa ket c'hoant da veska va micher radio-tele hag ar peurrest. Hirio, ne ran ket van. Gand se avad eo dindan an ano a Jakez Salaun eo bet embannet evid ar wech kenta meur a hini euz an troidigeziou a vo kavet el leor-mañ. Jakez ha Salaun, dre m'int anoiou boutin. Ha Salaun, abalamour ma oa bet eur Salaun dija e 1791 e tro Brest e-touez ar re a droas testennou an Dispah, a oa bet c'hoant neuze e vefent lennet gand brezonegerien Breiz-Izel.

An troidigeziou a vo kavet el leor-mañ a zo bet savet diwar ar galleg ive. Peurliesa koulskoude, n'eo ket galleg ar yez m'int bet skrivet da genta. Skridou int o tond euz ar Palestin, euz ar Hore pe euz an Amerik. Moueziou int o tond euz leh all beteg ennom. Daoust hag-eñ n'o-defe ket bet kollet eun tamm bennag euz o nerz pe euz o finesa, adaleg ma n'eo ket diwar an arabeg pe ar horeaneg int bet troet war-eeun ? A hellfe beza, hag anzao a ran n'anavezan ket ar yezou estrañjour-ze, hag eo dre ar galleg am-eus bet anaoudegez anezo. Diskouezet mad e-neus Jean-René Ladmiral pegen skoemp eo, e pep keñver, labour an troer . Penaoz avad am-ije bet greet mod-all ?

M'am-eus (evel a vez laret…) troet ha kempennet ar skridou-mañ, eo eta evid ma teufe beteg ar Vretoned kar-o-yez eun hekleo euz moueziou a-bell pe a-dost, hag a gont pehini eo o foan hag o freder. Bara a houlennont, lealded, frankiz, ha karantez kerkoulz all. Ar skridou-mañ a vo klevet e meur a hini anezo eur hlemm, eur galv. Ijin ha faltazi a zo enno en tu-hont. Kaerroh evid evned o nijal, n'eus ket, eo ?

Moueziou 'leh all ? Ya, ha war eun ton all.

 

Komzou / Sitting Bull

Talvezoud a ra ar geriou Sitting Bull kement ha "Taro en e hoazez". Talvezoud a ree an daou her-ze da lesano da d/Tatanka Iyotake, unan euz pennou Indianed Siou an Dakota. Ganet eo bet tro 1831.

Pa oa bet dizoloet aour e meneziou ar Black Hills, e oa bet brezel etre Indianed an Dakota hag an Amerikaned. Treh e oa bet an Indianed eur wech kenta e Little Bighorn e 1876, med trehet e oant bet kerkent goude. Mond a reas neuze Sitting Bull da veva eur pennad er Hanada, a-raog distrei d'e vro. Lahet eo bet e 1890. Nebeud amzer goude, e miz kerzu, e oe eul lazadeg vraz e Wounded Knee, ha diwar neuze e oa bet echu d'an Indianed d'en em ganna ouz ar re wenn.

Hirio, zo eun 40 000 Indianed Dakota o veva al lodenn vrasa anezo er rezervou.

Troet eo bet ar varzoneg-mañ da geñver an diskouezadeg a oa bet en Abati Daoulaz, e-kerz an hañv 2000, diwar-benn "Indianed ar plênennou". War unan deuz ar panellou e oa tu da lenn ar homzou a oa bet distaget gand Sitting Bull. E brezoneg eo bet embannet ar varzoneg war Brud Nevez.

 

Peseurt emgleo a zo bet doujet outañ gand an den gwenn hag a vefe bet torret gand an den ruz ? Hini ebed.
Peseurt emgleo e-neus biskoaz an den gwenn sinet ganeom hag e-neus doujet outañ ? Hini ebed.
Pa oan bugel, e oa ar Sioued mistri ar bed; sevel a ree an heol ha mond da guz war o douar; deg mil den a gasent d'en em ganna.
Peleh ema hirio ar re zo gouest d'en em ganna ?
Piou e-neus lahet anê ?
Peleh ema on douarou ?
Da biou int ?
Pesort den gwenn a hell lared em-eus biskoaz laeret e zouar pe an disterra gwenneg ? Lared a reont koulskoude eh on eul laer.
Pesort maouez gwenn, ha pa vefe bet heh-unan, am-eus biskoaz trapet pe iñsultet ? Lared a reont koulskoude eh on eun indian fall.
Pesort den gwenn e-neus biskoaz gwelet ahanon mezo ?
Piou a zo deuet beteg du-mañ hag e-nevoa naon hag a zo eet kuit heb beza debret tamm ?
Piou e-neus biskoaz gwelet ahanon o skoi gand ma gwragez pe kruel gand ma bugale ?
Pesort lezenn a zo bet torret ganin ?
Ha n'eo ket mad e karfen gwelloh ma lezenn din-me ?
Gwaz a ze din ma h eo ruz ma hrohenn ?
Ma h on eur Siou ?
Ma h on ganet e-leh e-neus bevet ma zad ?
Ma h on prest da vervel evid ma fobl hag evid ma bro ?

 

Son an erh braz / Soya Nenglumkina

Soya Nenglumkina a zo unan euz ar re ziweza o komz eskimoeg ar Siberi, ar rannyez o veza hini Naukanski pe hini Beg ar Reter. Ema o veva, paour a-walh, e kêr Anadyr, el ledenez tchouktch, er Rusi. Eun dibab euz he barzonegou a zo bet troet e 1981 e saozneg, daneg hag islandeg.

E yez Naukanski eo bet skrivet ar varzoneg-mañ da genta, ha troet eo bet e rusianeg diwezatoh gand ar varzez he-unan. Troet eo bet goude e neerlandeg, alamaneg, japaneg, estonianeg, bulgareg… Troidigeziou all a zo bet savet e yezou bihan evel ar yiddish, ar feroianeg, hag all… Reou all emaer o sevel e frizoneg, kerneveureg, sami, hag all…

Emaer o soñjal embann eul leor gand an oll droidigeziou deuz ar varzoneg. Profet e vo an arhant a vo gonezet d'ar varzez.

Embannet eo bet ar varzoneg "Son an erh braz" war niverenn 238 (miz meurz 2003) Brud Nevez.

 

Ha gouzoud a rez penaoz e kan an erh-braz,
Penaoz e kan dibaouez sunveziou-pad
Ha penaoz e halv an deñvalijenn gand e gan ?
Gand an aveliou 'm-eus kanet :
Ma c'hoant ahanout 'm-eus laosket e Nevuqaq
evid flammou abred goulou-deiz
o-deus sachet 'hanon evel eun evn-tan er vorenn
Laosket 'm-eus anezañ war ma lerh en erh
Didarch a roudou lern er beure
An tranellou-chas o hasta er ribinou.
Ha war al loar peubaduz
a-istribill 'uz d'ar meneziou gwenn
'vel eun tamm kig karo-erh
hag er gwagennou uhel
distaolet o strakal war ar herreg du.
Ma c'hoant ahanout 'm-eus laosket war ma lerh.
Ne oa ket o vond da brizonia ahanon
Na da zerhel ahanon el loch-koad-se
M'ema ar wrah Kiwen o veva enni,
Ha ma zo eno war an daol
Eur plad koad hag eur gontell maouez.
Pell out eet
ha war-zu ar beurbadelez eh a buan ar zunveziou
hag an deveziou zo 'vel kantvejou
Ha gouzoud a rez petra 'ma an erh-braz o kana ?
Ha kleved a rez kement a gan ?

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Eun ostaleri (serret hirio) e Kreiz-Breiz.

www.langue-bretonne.com
Ostaleri e Kreiz-Breiz
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah