BandeauVague

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

Soñdajou a oa bet greet meur a hini dija. An hini kenta am-oa lakeet ober e 1991 a ziskoueze ervad ne oa ket dizeblant tamm ebed ar Vreiz-Izeliz e-keñver o yez : 76% anezo a zoñje dezo e oa "red mired ar brezoneg", ha ne oa e gwirionez nemed 10% a dud o soñjal ar hontrol. Daoust da ze, ne grede ket dezo e chomfe beo ar yez, peogwir ne oa neuze nemed 42% o soñjal e vefe tu da vired ar brezoneg da vad.

Pa oa bet greet eun eil soñdaj e 1997, e oa kresket deuz eun tamm mad (deuz 12%) an dregantad deuz ar re a oa a-du gand ar yez : neuze eo 88% deuz tud Vreiz-Izel a gave dezo eo "red mired ar brezoneg", ha ne oa ken nemed 5% ha ne oant ket a-du. Euz eun tamm mad muioh e oa kresket c'hoaz avad an dregantad deuz ar re hag a grede dezo e chomfe beo ar yez, peogwir en em gavem neuze gand 72% deuz an dud o respont "ya, padoud a rayo ar brezoneg". Diskouez a ree ar chifrou-ze e oa deuet ar Vreiz-Izeliz, war a zeblant, da gaoud kalz muioh a fiziañs evid n'o-doa en amzer-da-zond o yez.

 

Enebiez n'eus ken

Eun enklask all a zo bet kaset da benn eta e miz du 2001, bepred gand an ti TMO-Régions euz Roazon, war houlenn ar gevredigez "Buhez" ha "France 3 Breiz". Ar wech-mañ, n'eus ket bet klasket gouzoud pegement a dud a zo gouest da gompren pe da gomz brezoneg. Ar pal a oa nemetken kompren gwelloh pehini eo santimant ar Vretoned e-keñver o yez. Setu perag n'eus bet goulennataet nemed 500 a dud en oll, oajet a 18 vloaz da nebeuta, paotred ha plahed, ha tud a beb stad. Greet eo bet an enklask e Breiz ar 5 departamant.

Enebiez e-keñver ar brezoneg n'eus ken, kazimant. Kresket eo c'hoaz an dregantad deuz ar re hag a zoñj dezo e ranker mired ar brezoneg. Hirio eo 92% deuz ar Vretoned hag a respont "ya", pa vez greet ar goulenn-ze outo, ha n'eus nemed 8% o respont "nann". Arabad kredi koulskoude e vefe ken splann an traou hag e vefe prest an oll Vreiziz d'ober deuz ar brezoneg o yez dezo.

Just a-walh, goulennet ez eus bet digand an dud disklêria hag-eñ e oant kentoh a-du pe kentoh a-eneb eun toullad komzou a heller da zistaga diwar-benn ar brezoneg :

  • 94% a zo a-du evid lavared eo eur yez koz, ha 6% a zo a-eneb
  • evid 82% eo yez on rannvro, hag evid 18% n'eo ket
  • evid 64% eo eur yez evel unan all. padal, evid 35% n'eo ket
  • evid 61%, n'eo nemed folkloraj ("une langue folklorique"), pa zo 38% a-eneb eur seurt lavar
  • evid 38% n'eo nemed eur rannyez : 59% avad n'emaint ket a-du gand eur seurt lavar.

Gweled a-walh a reer zo eun drederenn vad deuz an dud o soñjal n'eo ket ar brezoneg eur yez evel unan all ha n'eo e gwirionez nemed ar pez a vez anvet e galleg "un dialecte". Daoust da ze, zo 4 diwar 5 deuz ar Vretoned o kredi eo da vad "yez on rannvro". E departamant Aojou an Arvor eo ez eus ar muia a dud o kredi ze (92%), hag en hini al Liger-Atlantel an nebeuta (67% nemetken).

Padal, n'eo ket re sklêr evelkent ar mennoz o-deus an dud e-keñver ar yez : a-du ema kazimant an oll da lavared eo eur yez koz, med evid 61% anezo e tenn ar brezoneg d'ar folklor. Daoust hag-eñ e vefe laket e par an dañsou hag an dillajou koz ?

notennGoulennet ez eus bet neuze digand an dud disklêria pegement a bouez e-noa ar brezoneg evito. Evid se, ez eus bet goulennet diganto lakad eun notenn etre 0 ha 10 : an nebeuta a ze a bouez e-nije ar brezoneg, an izella an notenn; ar muia a ze a bouez, an uhella an notenn (tresadenn 1).

Gweled a reer n'eus nemed eur hard deuz an dud hag e-nefe ar brezoneg eun tamm mad a bouez evito, peogwir o-deus laket dezañ eun notenn en tu-hont da 8. Muiohig a dud a zo o soñjal er hontrol n'he-deus ket ar yez eur bern talvoudegez evito, peogwir o-deus laket eun notenn dindan 4. Etre an eil re hag ar re all, en em gavom gand 45% deuz an dud klouar a-walh : n'int ket prest da dôler kuit ar yez, med ne lakont ket anezi war ar bazenn uhella kennebeud. An notenn-etre n'eo ket gwall uhel : 5,5 nemetken.

Eun diforh a zo etre Breiz-Izel ha Breiz-Uhel war ar poent-se evelkent : 1/3 deuz ar Vreiz-Izeliz a vez laket ganto an notennou uhella, pa n'eus nemed 1/5 deuz Breiz-Uheliz oh ober kemend-all. N'eus ket re peadra da veza estonet gand kement-mañ.

 

Da betra servij gouzoud brezoneg ?

Sed unan all deuz ar goulennou a zo bet greet gand TMO-Régions.

utilDister-kenañ eo an dregantad deuz ar Vretoned hag a zoñj dezo eo red-groñs gouzoud brezoneg e Breiz, peogwir n'eus nemed 2% a-du gand eur seurt mennoz. Eur gont vat a dud (41%) a zo prest da lavared eo util a-walh. Med en oll, zo tost d'eun hanter deuz ar Vretoned (47%) a vez anzavet ganto n'he-deus ket ar yez kalz a interez evito. Hag evid 10% zoken ne zervij da netra.

Ar re niverusa, da lavared eo 3/5 deuz ar Vretoned, eo eta ar re hag a zoñj dezo n'eus ket ezomm deuz ar brezoneg er vro-mañ. E departamant Penn-ar-Bed eo ez eus ar muia a dud o soñjal eo red-groñs gouzoud brezoneg (6%). E Liger-Atlantel hag en Il-ha-Gwilen eo ez eus ar muia o soñjal er hontrol ne servij da vann ebed (14% en departamant kenta ha 10% en eil).

Med kaer o-deus ar Vretoned beza en arvar e-keñver an dalvoudegez a hell kaoud ar brezoneg evito, ne garfent ket e varvfe. Da houzoud ar pez a zoñjont war ar poent-se, ez eus bet goulennet diganto disklêria hag-eñ e oant a-du gand eun toullad lavaradennou all, pe a-eneb. Sed amañ ar respoñchou a zo bet tapet da heul ar soñdaj.

Evid al lodenn vrasa deuz an dud (etre 54 hag 58% en oll), ma teufe ar yez da vervel da vad, eo eun torfed a vefe bet sevenet, ha 'barz ar gont-se, e kollfe Breiz eun tamm mad deuz ar pez a ra he fersonelez : sed hag a ziskouez ive eo kontet ar yez da veza unan deuz perziou kenta idantitelez ar vro. Tost da gemend-all a dud (51% en oll) n'emaint ket a-du evid lared n'eus tamm amzer-da-zond ebed gand ar brezoneg.

Brud vad o-deus ar skoliou Diwan e-touez an dud, peogwir emaint 82% o soñjal eo war ar re yaouank a zo hirio er skoliou diou-yezeg a zo da gonta evid ma pado ar brezoneg. Pez a zo gwir en eur mod. Med a-eneb ema al lodenn vrasa deuz ar Vretoned (2 diwar 3 anezo) evid ma vefe kenteliet ar yez dre red er skoliou. Daoust da ze, eo kresket deuz eun tamm mad an niver deuz ar re a zo a-du gand eur seurt mennoz, peogwir ne oa nemed 7% e 1997, hag ez eus bremañ 12% a zo krenn a-du, ha 22% all hag a vefe kentoh a-du. E Breiz-Izel eo ez eus ar muia a dud a-du gand kelennadurez dre red ar brezoneg (38%), hag e Breiz-Uhel ar muia a-eneb (71%).

 

Rei lusk d'ar yez ?

Petra d'ober da vad neuze evid rei lusk d'ar yez ? Niverusoh eo ar re hag a zoñj dezo e ranker ober eun dra bennag eviti. Med kalz emaint o soñjal ar hontrol.

warraogN'eus nemed 3% o tisklêria e vefe "a-bouez braz" kas ar brezoneg war-raog. Kemend-all a zo oh embann eo "arabad" ober tra pe dra evitañ. Med ar re hag a lavar e vefe a-bouez hen ober a zo 53%. Evid 41% deuz an dud, n'eo ket a-bouez. E departamanchou Penn-ar-Bed hag Aojou-an-Arvor eo ez eus ar muia a dud a-du gand eur politikerez evid ar yez (66% o lavared e vefe a-bouez pe a-bouez braz), hag en hini al Liger-Atlantel eo ez eus ar muia a-eneb (57% en oll).

Med petra rankfe beza greet evid m'e-nefe ar brezoneg eun amzer-da-zond ? Goulennet ez eus bet digand an dud disklêria diouto o-unan petra vefe d'ober. A beb seurt kinnigou a zo bet greet.

Tenna a ra ar re niverusa d'an deskadurez : evid 28% deuz an dud, e rankfe ar yez beza kenteliet er skol. Evid 16%, e rankfe beza kelennet en eun doare di-red, hag ar wech-mañ, n'eus nemed 1% o kinnig ma vefe kelennet en eun doare red. Evid 1% ive, e ranker ober kenteliou d'an dud deuet.

- Ar re hag a zoñj dezo e ranker da genta komz brezoneg er gêr n'emaint nemed 4%.
- Evid 8% deuz an dud, e ranker lakad ar giziou koz da badoud.
- Evid 6%, e vefe dao rei muioh a blas dezañ er mediaiou.
- Evid 2%, e vefe mad digemer anezañ gwelloh er vuhez pemdezieg
- N'eus nemed 1% oh embann e vefe sellet deuz outañ evel deuz eur wir yez.
- 20% o-deus greet a beb seurt kinnigou all.
- Evid 2% eo didalvoud ar brezoneg
- Ha 25% deuz an dud na ouient ket petra da respont.

(Muioh evid 100% a responchou a zo en oll, dre ma helle pep hini ober meur a respont).

 

yezouEur goulenn all a zo bet greet neuze diwar-benn ar yezou a vefe mad lakaad ar vugale da zeski en tu-hont d'ar galleg. Ne vo souezet den ebed o weled eo ar zaozneg en em gav da zigenta. Med ar brezoneg n'ema ket ken pell ze war-lerh. (Muioh evid 100% a responchou a zo c'hoaz en oll, dre ma helle pep hini ober meur a respont).

Gand ar zaozneg, eo ar spagnoleg hag an alamaneg ar yezou a vefe da zeski da genta : ar re-ze eo a vez gwelet ervad eh int ar re hag o-deus ar muia a dalvoudegez evid al lodenn vrasa deuz ar Vretoned. Kalz nebeutoh emaint o soñjal e rankfed deski italianeg, sinaeg, arabeg pe ruseg. Gand 3% e vez kinniget al latin.

Uhel a-walh an dregantad deuz ar re a ginnig e vefe desket brezoneg gand ar vugale, peogwir e sav da 43%. Arabad e vefe koulskoude en em lezel da veza touellet gand eur seurt dregantad : normal eo, en eur mod, e vefe bet soñjet er brezoneg dre ma tenne dezañ an oll houlennou pe dost a veze greet ouz an dud da geñver an enklask-mañ.

An tri-hard deuz ar Vretoned (77% evid lavared mad) o-deus bet tro da weled pannellou brezoneg e-tal ar re halleg war vord an henchou. Daoust hag-eñ e vefent a-du evid ma vefe lakeet seurt pannellou en diou yez eun tamm e peb leh ? Sed aze ar goulenn diweza a zo bet greet da geñver an enklask-mañ.

Ar muia a dud a-du (kazimant 2/3), eo evid lakad brezoneg ive war ar pannellou en tiez-gar, en êrborziou hag er busou. Gwir eo e ver kustum a-walh dija da weled pannellou e meur a yez el lehiou-ze. Ne vefe ket feuket an dud eta ma vefe brezoneg eno ive.

Padal, kement-ha-kement a vefe a-du hag a-eneb, adaleg ma vefe kistion da lakad pannellou brezoneg e-tal ar re halleg er staliou-labour. Sur a-walh, ne zanter ket kement an ezomm a gement-se.

 

Da gloza

Eun toullad traou nevez a zo bet laket war-wel da geñver an enklask-mañ. War zigarez ma oa 90% deuz an dud o tisklêria eo "red mired ar brezoneg", e oa techet lod da gredi, heb mond da glask pelloh, e oa prest ar Vretoned da asanti d'eur politikerez kreñv e-keñver ar yez. Gweled a reer diwar ar soñdaj nevez n'eo ket ken anad-se. Ar pez a heller lavared, evid kloza, a zo kement-mañ :

1. da genta, gwir eo, ema stag ar Vretoned bepred euz o yez, ha ne garfent ket e teufe da vervel. Ze zo sklêr.
 
2. ar Vretoned eo mad dezo e vefe komzet brezoneg… gand ar re a oar, ha sed aze toud. Gand ma ne vo ket torret re o fenn dezo gand an afer yez-ze. N'o-deus ket re a fiziañs e-keñver an amzer-da-zond. N'eus nemed eun hanter anezo o kaoud kred en amzer-da-zond evid ar yez, eun hanter ive o tisklêria eo a-bouez ober eun dra bennag da gas anezi war-raog. Uhel a-walh eo an dregantad (2/5) deuz ar re hag a zo diskredig.
 
3. ma n'eo ket ar Vretoned ken tomm ha ma vez kredet a-wechou e-keñver o yez, eo peogwir ne welont ket da betra e hell talvezoud dezo. N'eus da vad nemed 2% anezo o soñjal zo ezomm groñs da houzoud brezoneg e Breiz. Evid al lodenn vrasa, eo didalvoud.
 
4. konta war ar skol a reer a-raog peb tra evid ma chomfe beo ar yez. N'eus ket kalz o soñjal e helljed da genta komz brezoneg er gêr : er skol eo e vez soñjet ar muia evid ma vefe desket gand ar re yaouank. Hirio zoken, zo eur Breton diwar dri (e 1997, e oa nebeutoh evid unan diwar deg) hag a zo a-du evid ma vefe kelennet ar brezoneg dre red. Daoust da ze, ar yezou "braz" (saozneg evel just, mez ive spagnoleg hag alamaneg) eo a zo da zeski da genta toud : peseurt plas a jomfe neuze gand on yez-ni ?
 
5. ar Vretoned ne ra ket displijadur dezo, er hontrol, pa vez skrivet en brezoneg ive war ar pannellou. Med êsoh e tigemeront panellou diou-yezeg el lehiou ma zo kalz a dreminiri (en ti-gar, en aeroborz…) evid na rafent war o labour dezo : er staliou-labour n'int ket sur e vefe ezomm deuz an diou yez. O veza ma zo ken nebeud ahendall o soñjal eo red-kaer gouzoud brezoneg e Breiz, daoust hag-eñ, 'barz fin ar gont, n'eo ket eun doare da lavared eo mad ar brezoneg evid ar re all, ha pas evid an-unan ?

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Ostaleri e Brest (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Ostaleri e Brest

Piou a oar brezoneg ?

Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah