BandeauVague

Yez, lennegez, istor

Paotred ar brezoneg

Heb diskregi na diskredi : Armand Keravel (1910 - 1999)

N'em-eus ket soñj re vad pegoulz em-eus greet anaoudegez gand Armand Keravel. Kenteliou brezoneg am-oa bet tro da heulia dija en Lanuon, gand an Aotrou Bourdelles, hag a beb seurt deveziou-studi ive. Med d'ar houlz-ze, ne dalveze ket ar poeñchou gonezet a-drugarez d'ar brezoneg evid beza resevet d'ar vachelouriez, tra ken nemed evid kaoud eur meneg… N'em-oa bet meneg ebed, med resevet e oan bet evelkent. Hag e oan eet d'ar skol-veur. Evel eun toullad reou all, e-leh mond da Roazon, e oan deuet da Vrest. Hag er skol-veur, e oan eet - naturellamant - da heulia kenteliou Per Trepos : ne oam ket kalz muioh evid eun hanter-dousenn, a gav din, med amañ da nebeuta e talvezje "ar heltieg" din d'eun dra bennag ! Anaoudegez a ris gand Charlez ar Gall, ha dija rei dezañ eun taol-sikour sizunieg evid e abadennou-radio. En va jeu en em gavis er JEB , hag a vode da neuze ar studierien hag o-devoa soursi deuz Breiz, deuz ar brezoneg, deuz ekonomiez ha sevenadur ar vro.

Soñj mad am-eus avad deuz ar hinnig a reas din Armand Keravel labourad gantañ e-pad an hañv, goude ma eil bloavez skol-veur. Eun drugar e oa din : an hañv a-raog am-oa tremenet o tougata boestou-koñserv ha bouetaj a beb seurt en eur "centre Leclerc"… Koulz e kaven labourad evid ar brezoneg. D'ar houl-ze, e oa "Emgleo Breiz" - a-drugarez da g/Keravel justamant, ha gand eun toullad mad a dud all - er penn a-raog euz ar stourm evid ar yez - sed ar zañtimant on-oa. Gand "Ar Falz" e oa al lañs evid boda ar gelennerien hag ar skolaerien laïk hag a vounte evid ma raje ar brezoneg e doull er skoliou. Skoliou-meur-hañv a veze aozet gand ar "Bleun-Brug". Nevez savet e oa bet an UDB .

Poltred Armand KeravelMa zo bet biskoaz unan bennag o tifreta evid ar brezoneg eo Keravel. Da genta, a-drugarez d'eun den eveltañ eo moarvad eo bet "dizuet" tamm ha tamm kaoz ar brezoneg e-touez an dud goude ar brezel. Meur a wech em-eus bet klevet anezañ o tisplega pegen diêz e oa bet en em adlakaad da labourad evid ar yez war-lerh ar Liberasion. Deuz tu ar Rezistañs e oa bet eñ. Doñjer e-noa eta evid toud ar re hag o-devoa bet e mod pe vod, e-pad ar pevar bloaz brezel, klasket kas ar brezoneg war-raog gand harp an Alamanted. Ar gwasa, evitañ, a oa gwelet pegen brudet fall e oa bet deuet divennerien ar yez da veza e-touez an dud - e-touez ar bobl - abalamour d'an dibabou a oa bet greet gand an Emzao etre 1940 ha 1944. Aliez e lavare e oa bet kollet pemp bloaz warn-ugent abalamour da ze .

Adhonid tachenn, war diazezou all, sed ar pez a grede A. Keravel a oa da ober. Lakad ar sperejou da jeñch da genta, ha pa weler pegen troet mad e seblant beza ar Vretoned an deiz a hirio gand o yez, e ra, gwir eo, eur sapre cheñchamant e-keñver an amzer ma oant ken dizeblant - hag a-wechou kement a-eneb - eun 40 pe eun 50 vloaz 'zo. Ha neuze lakad ar reolennou hag al lezennou ive da jeñch, evid ma vefe kelennet ar yez er skoliou "evel eo dleet", evid ma vefe klevet er radio hag en tele, evid ma vefe skrivet war ar pannellou… Evid tapoud an eil hag egile deuz an daou bal-ze, n'eo ket chomet Keravel da zelled deuz ar stered. N'ouzon ket penaoz e ree da baka partoud. Ne baoueze ket da skriva lizerou, da delefoni, da gas pennadou d'ar hazetennou, da vond da weled an dud e karg, da huchal war ar gouarnamant, da aoza bodadegou ha manifestadegou memez, da embann leoriou ha kazetennou… Eul labour a basianted ha dre ar munut hag eur stourm dibaouez, evel n'eus ket kalz a dud da helloud ober.

Bepred em-eus bet gwelet Keravel o labourad gand diou "gasketenn". O veza sekretour "Ar Falz", e-noa daremprejou mad gand ar hostezennou a-gleiz koulz ha gand ar sindikajou. Rag eun den a-gleiz eo bet a-viskoaz, ha penn-da-benn. Kamarad e oa da d/Tanguy-Prigent, ha pa glaskas diwezatoh tud ar PSU (gand Ar Foll ha reou all) an tu da renevezi ar politik, e kavas eñ tro da heulia ar strivou a reent : e 1966, e oa bet goulennet digantañ sevel ar raport diwar-benn ar hudennou sevenadurel e Breiz, da geñver an deveziou-studi a oa bet gand sosialisted Vreiz e Sant-Brieg. A-raog se, e oa bet tost, a gav din, deuz ar gomunisted e-pad eur pennad. Labourad e-neus greet gand sosialisted ar PS da nebeuta e-pad eun toullad mad a vloaveziou, beteg dond da veza kuzulier ti-kêr war o listenn e Brest er bloaveziou 80.

Med o veza ma oa ive A. Keravel sekretour "Emgleo Breiz", e-noa daremprejou ahendall gand a beb seurt tud all, pe neptu a vijent bet, pe deuz ar hreiz pe zoken a-zehou. Dorn-ha-dorn e laboure gand katoliked ar "Bleun-Brug". Pa oa ar CELIB o stourm evid kaoud eul lezenn-stur evid Breiz, e reas deuz e wella evid ma ne vefe ket lezet kudenn ar brezoneg a-gostez, ha setu dre benaoz e oa oa bet digemeret "Emgleo Breiz" evel komision sevenadurel ar CELIB. Daremprejou stank e-noa c'hoaz gand tud ar hreisteiz ha re an Alzas, e diabarz an MLCR deuz eun tu ha DPLF deuz eun tu all. Muioh evid kaoud daremprejou gand ar broiou keltieg all, e sañte a-walh ne hellje ket ar Vretoned o-unan gonid kalz tra digand "gouarnamant Pariz", ma ne vijent ket a-unan gand divennerien ar yezou all dre Vro-Hall a-bez.

Diwar-benn Keravel, sur mad, e heller lavared c'hoaz ne vefe ket bet eet an traou war-raog er memez mod hebtañ, eur poent 'zo bet. Renabli kement a zo bet sevenet gantañ war dachenn ar yez a vefe dibosubl moarvad. Komz a helljed deuz "Devez ar brezoneg", ha ne oa ket nemetken eun devez evid kestal, med evid bruda ar yez e-touez an dud. Komz a helljed ive deuz lennegez, pa oe lañset "Brud", gand a beb seurt tud evel Mevel, Helias…, ha gantañ. Komz a helljed c'hoaz deuz pedagojiez, deuz ar "Pennadou-lenn" a embannas evid ar skolidi, deuz ar gazetenn "Skol Vreiz" - a zavas gand Per Honoré hag a skrivas e-barz eun heuliad a bennadou diwar-benn istor ar yez hag al lennegez. Kaoud a ra din e ranker poueza war tri pe bevar poent ouspenn da nebeuta :

- e 1967, ar 150 000 sinatur dastumet gand Emgleo Breiz, evid ma vefe "anavezet gwiriou yez ha sevenadur ar Vretoned". Biskoaz n'eus bet dastumet kemend-all a zinaturiou a-du gand ar brezoneg, ha ze n'eo ket bet nebeud a dra.
- e 1969-70, e kemeras eur perz braz e buhez "Galv" a oa bet lakeet war zao war eun dro gand "Ar Falz", ar JEB hag an UDB. An dorn a roas evid skriva "Leor gwenn ha du ar brezoneg". Meeting a oe e Brest hag e Karaez gand an emzao nevez (hag a oa sklêr deuz an tu kleiz), kerzadeg war-zu an Oriant, hag all…
- da wellaad an traou goude ma oa bet votet al lezenn Deixonne e 1951, zo bet kinniget eun ugent pe eun tregont bennag a danveziou-lezenn gand a beb seurt kostezennou politik : ouspenn unan a zo bet skrivet kaji penn-da-benn gand Keravel, ar re all e-neus bet al lodenn vrasa anezo da rei e ali diwar o fenn.
- Keravel, daoust da ze, ne oa ket den da jom war dachenn ar yezou hag ar zevenadur nemetken. An ekonomiez hag ar hudennou sosial a gonte ive eun tamm mad evitañ : ne houzañve ket gweled Breiz o chom war-lerh, ar re yaouank o tivroa, al labourerien o veza gwallgaset… Goulenn a ree ive ma vije roet d'ar Vretoned ar galloud d'ober gwelloh war-eeun war-dro o aferiou. Setu perag e klaskas meur a wech boda ar hostezennou a-gleiz hag ar sindikajou en eur "Comité d'Action pour la Bretagne" (tro ar bloaveziou 1964) hag e lakas war-zao, e 1968, ar pez a oe anvet gantañ "les journées de l'action régionale progressiste".

Med daoust hag-eñ n'e-noa ket sammet re war e chouk ? Daoust hag-eñ ne oa ket re den da labourad e-unan ? Ar bloaveziou 70 da nebeuta a vo evid Keravel bloaveziou a drubuill hag a c'hwervoni. Nebeud ha nebeud e teuas an daremprejou da drenka etrezañ ha renerien nevez Ar Falz. Daoust ma oa bet ar re-mañ kamaraded vraz dezañ, n'en em gavas ken a-unan ganto, dreist-oll war-lerh bodadeg-veur an Uhelgoad, e miz gwengolo 1976. Kaoud a ree dezañ e oa ar strollad war-nez beza gonezet, hervez tezennou a oa deuz ar hiz d'ar houlz-ze, gand "eur spered broadelour" - pez ne oa ket evid gouzañv, ha pez ne oa ket, hervezañ, an doare gwella d'unani ar skolaerien hag ar gelennerien laïk a-du gand kelennadurez ar brezoneg. A-benn ar fin, en em gavas krenn er-mêz euz Ar Falz. Evitañ, hag e-noa bet anavezet Sohier, hag a oa bet sekretour-meur e-pad 27 vloaz, deuz 1944 beteg 1971, an taol a oe garo. Ha sur eo, e reas dezañ eun tamm mad a boan-spered. Fallgaloni ne reas ket evid se.

Muioh-mui e oa troet gand ar politik, ha fiziañs e-noa e vefe tapet an treh eun deiz bennag gand unvaniez an tu kleiz. Sed ar pez a c'hoarvezas e 1981, pa oe anvet "Fañch" Mitterrand da Brezidant ar Republik : Keravel a oa, evel just, e-touez ar re hag a oa stad enno. Fiziañs e-noa e vefe bet greet eur bern traou evid ar yezou hag evid ar rannvroiou gand an tu kleiz. Dekrejou Savary (evid pez a zell kelennadurez ar brezoneg), lezennou Defferre (evid pez a zell an digreizenna), eun araokadenn bennag en tele, toud an traou-ze a zeblante dezañ mond war an hent mad. Kaoud a ree dezañ avad e oa moien da vond kalz pelloh, ha sed ar pez a zisplegas din eur wech da geñver eun diviz on-oa enrollet gantañ evid an tele er zal Cerdan. Dipitet e oe dreist-oll pa nahas ar Henta Ministr Fabius e vefe studiet gand an deputeed ar pevar danvez-lezenn all a oa bet kinniget goude 1981, ken e kredas embann, en desped d'e gamaraded a bolitik, o-devoa ar sosialisted "dinahet" o ger war ar poent-se. Med pa oa deuet eñ da veza kuzulier ti-kêr e Brest, e hellas ive labourad "a-rez an douar" da gas ar brezoneg war-raog. A-drugarez dezañ eo a zo evelse, pell a-raog na vefe bet greet heñvel e leh all, bommou brezoneg war eun toullad mad a vatisou deuz kêr Vrest (an ti-kêr, Skol an arzou-kaer…).

Ahendall, evid pez a zell ar stourm evid ar yez, en em glozas Keravel war Emgleo Breiz. Derhel a reas d'ober war-dro an embannaduriou, da skigna kemennou, da houlenn gwellaenn evid kelennadurez ar brezoneg, hag all… N'eus nemed lenn ar pennadou a skrive ingal war "Brud Nevez" evid heulia pazenn ha pazenn kement a zalhe d'ober, deiz ha deiz, sizun ha sizun, heb morse diskregi na diskredi, evid ma hellje ar brezoneg kaoud e blas en e vro. E 1985, e kase da Guzul an Europ eur pez studiadenn ouspenn 200 pajenn diwar-benn planedenn ar brezoneg, hag eo kerse ne vije bet nemed roneotet gantañ : "Une exigence de la démocratie et du droit : un statut des langues de France. Le cas de la langue bretonne". Adaleg 1990, e roas lañs d'eur "strivadenn" all : lakad ar parreziou da voti eur mennad evid ma vefe digemeret eul lezenn da zivizoud deuz eur statud evid ar yezou . Chom a reas eur barrez bennag e diavêz ar jeu. Med eur wech c'hoaz e teuas an taol gantañ da vad: a-benn hanter 1992, e oa 600 kuzul ti-kêr en Breiz-Izel ha 95 en Breiz-Uhel hag o-devoa votet eur seurt mennad. Ha derhel a ree Keravel da skriva d'ar re n'o-doa ket greet c'hoaz…

Ma zo unan bennag a heller lavared diwar e benn eo bet unan deuz "paotred ar brezoneg" en eil hanterenn an 20ved kantved, a gav din eo Armand Keravel. N'on ket gouest da lared petra e-noa laket anezañ evelse d'en em domma kemend-all deuz yez e vro. Ne vo ket bet a-du an oll dalhmad na gand e vennoziou, na gand e zoareou-labour. N'e-nevo ket bet greet berz atao. Evel a skrive Herri Gourmelen war "Le Peuple Breton", partiet eo heb na vefe bet kalz a dud da renta enor dezañ, devez e interamant e Kastell-Paol. Marteze n'ema ket ken 'barz an ton ? E-kreiz ar jeu ema bet da vihanna, ha sur eo n'e-nevo ket bet damantet d'e boan. Darempredi e-neus greet ive toud ar "pennou braz" : Robert Lafont koulz ha Morvan Lebesque, Yves Person evel P. Fougeyrollas, hag evel just Per Helias hag ar skrivagnerien vrezoneg all. An diellou a zo chomet war e lerh e-neus roet d'ar CRBC. Daoust hag-eñ ne vefe ket deread rei e ano d'eur ru pe d'eur zal bennag e Brest na pa ve ken ?

 

An Tregeriad na gave ket diêz beza koz : Fañch Danno (1899-2003)

Eet eo Fañch Danno d'ar bed all, eun toullad deveziou nemetken a-raog na vije bet tapet gantañ an oad a bevar bloaz ha kant. Eet eo kuit heb gouzoud da zen, koulz lared. Eüruzamant, e oa bet greet eun tamm mad a don dezañ evid e gant vloaz. D'ar bevar warn-ugent a viz here 1899 e oa bet ganet.

Beteg ar fin pe dost, e oa chomet serz an den. Ponnergleo e oa deuet da veza a-dra-zur, ha ma ne oa ket dall, e oa prest da veza. Med lemm e oa chomet e spered, ha tra-walh e veze dezañ kleved pe damgleved eur ger bennag evid en em lakaad da zibuna e eñvorennou. Bale a ree bepred, war bouez eur vaz, ha gwelet am-eus bet anezañ meur a wech oh ober tro ar jardin vraz, el leh ma oa o chom en Perroz, adaleg ma veze brao a-walh an amzer. Med er fin, eh anzave ne ouie ket ped vloaz e oa ken : goûd a ouie e oa bet ganet e 1899, med ne ouie ket ken, emezañ, pegeid amzer a oa bet tremenet abaoe ma oa bet kant vloaz !

Dre m'eo bet e-pad meur a vloavez e penn Strollad ar Beilladegou, e-neus tapet Fañch Danno eun tamm mad a vrud e Bro-Dreger ha pelloh. E 1960 e-noa bet kemeret ar garg deuz ar Beilladegou, war-lerh Roger Laouenan hag e-noa savet aneze ar bloavez a-raog. „Ar beilladegou, eme Fañch Danno, a oa bet savet d’ober plijadur d’ar re goz ha ne ouient ket a halleg. Ne oa netra evite : ar sinema oa en galleg, hag ar jounaliou oa en galleg. Den ne zoursie dioñte. Roger Laouenan, emezañ c’hoaz, a oa mab d’eul labour-douar, hag e veze brezoneg eno er gêr. E dud o-devoa poan gand ar galleg : kompren a reent, med kaozeal a oa diêz.”

Roger avad a ranke kuitaad Lanuon abalamour d’e labour. Fañch Danno a oa eñ o paouez mond war e leve deuz diwar e vicher skolaer : rener skolaj Plistin e oa bet d’echui end-eeun. Bet oa bet neuze o tremen eiz miz e ti e verh e Beyrouth, “o teski arab hag o kaozeal gand merhed ne ouient ket a halleg.” Ma ne vije ket bet deuet an traou da strakal du-hont, marteze ne vije jamez bet deuet d’ober war-dro ar Beilladegou. Rag pa oa bet retornet d’ar vro, e oa deuet ar haner Yann Derrien hag ar honter Ifig Droniou da houlenn anezañ, hag e-noa asantet dioustu.

Beteg 1968 e chomo neuze Fañch Danno e penn ar strollad. Kas ar Beilladegou en-dro, da weled, ne oa ket gwall stard : beb sadorn da noz eh errue ar strollad en eur barrez bennaked, evid displega peziou-c’hoari ha distaga kontadennou, kanaouennou hag a beb seurt rimadellou. Ya, med ze a veze greet beb bloaz, hag ugent sunvez ar bloaz, euz an diskar-amzer beteg Pask ! „Hag ar beilladegou-ze, e-neus kontet din Fañch Danno, a veze red prepari aneze : mond da weled an aotrou mêr hag an aotrou person a-raog, kavoud eur zal, kavoud ar hadoriou, sevel ar program, da bep hini da deski e ganaouenn pe e gontadenn.”

Hag ar beilladegou a ree berz. Beb sadorn, war veteg eur wech bennag, e veze e-leiz a dud er zal, koz ha yaouank , evid heulia aneze : sed a ree pevar pe bemp mil beb bloaz ! Maria Prat a skrive ar peziou-c’hoari. Tinaig Perche a c’hoarie. Hi hag an Dregeriz a gane. Soazig Noblet a zone deuz an delenn. Eur zoner akordeoñ pe sonerien daou-ha-daou a veze ive aliez a-walh. Eun toullad mad a dud all, komedianed, konterien ha kanerien a oa er strollad, a beb stad hag a beb micher, hag e roll e-noa pep hini e-barz. Soñj mad e-noa dalhet Fañch Danno deuz kanaouennou Jean Derrien : "hennez, emezañ, a ree e ganaouennou e-unan, hag e veze laket an diweza, abalamour d’ar berz a ree."

Kanaouennou nevez avad ne oa ket tra-walh. Petra d’ober neuze nemed sevel reou nevez. Ha sed ar pez e-neus greet Fañch Danno : « eur pevar-ugent bennag, emezañ, em-eus savet evelse ton ha son». Stad a oa ennañ o veza bet embannet tri leor a ganaouennou . Abaoe e vugaleaj, e oa bet dedennet gand ar muzik : „e-pad ma buhez, a lavare, on chomet eur muzisian".

Meur a hini deuz ar hanaouennou-ze a oa diwar dorn unan hag a oa Evnig Penn ar Hoad e ano-pluenn . Diwar hini Anjela Duval e oa meur a hini all. Homañ « ne oa ket deuet dioustu. » Istim e-noa Fañch Danno eviti, anad eo. Evid Maria Prat e-noa ive, ha koulskoude e oa garvoh komzou ar skolaer koz en he heñver : « Maria Prat, emezañ, n’he-devoa ket deskamant a-walh evid sevel traou reiz. Ne oa bet nemed eun toullad deveziou e skol ar seurezed en Bulian, hag e oa deuet d’ar gêr gand he botou-koad. Goude he-devoa desket lenn gand eur beleg. War ar brezoneg e oa mestr, war ar galleg e oa war-lerh. Anjela Duval hi a oa eur plah serz, sklêr he spered ha desket. Eet e oa da gaoud person ar Hwerhed evid deski la grammaire bretonne. Anjela Duval a oa champioñ”.

Fañch Danno e-unan ne oa ket brezoneger a-vihannig. D’an oad a gant vloaz, eh anzave : “me ra faotchou en brezoneg. Me n’on ket partiet en bugel.” En Bulian, stok deuz Lanuon , oa bet ganet koulskoude. Med mab e oa d'eur skolaer, hag a oa bet oh ober skol ive deuz tu Breiz-Uhel, e Plelo. Sed en galleg e oa bet savet Fañch Danno bihan. Deski brezoneg e-noa bet greet diwezatoh gand ar vugale all, pa oa bet adanvet e dad deuz tu Breiz-Izel, e Lanrodeg : „forset mad e oan, med ne oa ket evid kaozeal, evid kompren an hini oa“, hag e lare ouspenn penaoz kompren ha kaozeal a zo daou dra.

D'ar houlz-ze, a-raog ar brezel 14, e veze kôzeet brezoneg gand an oll : „en Bulian, emezañ, ar brezoneg a oa mestr partoud er bourk.“ War ar mêz, en Plufur, en tu all da Lanuon, e oa c’hoaz muioh a vrezoneg evid na oa en Bulian : „an dud a ouie galleg en Bulian; ne reent ket en Plufur.“ Eun dra bennag all a oa bet merket Fañch Danno gantañ d’ar houlz-ze, eo e cheñch ar yez deuz eun eil parrez d’eben : „etre Bulian ha Plufur – ha n’eus ket ugent kilometr etreze koulskoude – ne oa ket ar memez brezoneg. En brezoneg, e vez laret : eur zaill pe eur helorn; eur porhell pe eur pemoh. Kalz geriou a jeñch. En Plufur, em-eus bet da addiski ma brezoneg. A-hend-all, e veze greet goap diouzin.“

Neuze, divennet e oa, pe ne oa ket, kaozeal brezoneg er skol ? Ar skolaer hag eh eo bet Fañch Danno a-hed e vuhez-labour e-neus bet, evel just, da weled gand an afer-ze. „Divennet e oa kaozeal brezoneg er skol, ha pa ne veze ket ar skolaer war o zro, ar vugale a veze brezoneg etreze,“ emezañ, didro. Komz a ree aze deuz ar mare etre an daou vrezel. Med displega frêz a ra ne oa ket tu neuze, evid digemer ervad ar vugale vihan er skol, da dremen heb ar brezoneg, kaer o-devoa an inspektourien beza a-eneb : „’barz klas ar re vihan, den na ouie galleg, hag e oa red gouzoud brezoneg, 'benn dond a-benn deuz ar vugale na gomprenent ket galleg. Pez na gomprene ket an inspektourien : on-ne-doit-parler-que-le-français ! » « Ha ze, eme Fañch Danno, a zo beza bête.” Anavezet e-neus bet zoken eun inspektour ha ne felle ket dezañ kaozeal outañ ken, peogwir e kaozee-eñ brezoneg : "eur skolaer ne oa sañset da gaozeal nemed galleg !" Bet eo bet Fañch Danno unan deuz ar re hag ah ee dreist an divennou.

N’on ket deuet a-benn da houzoud re vad penaoz e oa bet deuet d’en em domma ouz yez e vro. Sur a-walh, eo dre berz Yann Sohier, hag e-noa bet anavezet er skol normal goude e amzer tri bloaz hag a wele goude e ti e gamarad Evnig Penn-ar-Hoad : „eun den a blije dezañ kanaouennou farsuz, sko 'barz. Kaset oa bet da Blourio, hag eno zo brezoneg. Nehet ar paotr, hag e-noa kemeret leoriou ha desket brezoneg, ha desket d’e vugale”. Ha paotred Breiz Atao, daoust hag-eñ n’e-neus ket bet tro da zarempredi aneze ? Dond a ra sklêr ha frêz ar respont : “N’anavezen ket aneze. Ar journal am-eus bet prenet eur wech an amzer. Divenn ar brezoneg a reent e-pad ar brezel : ze a blije din. Med a-hend-all, pa oant a-du gand an Almanted, ne oan ket dakord gante. N’on ket bet abonet jamez. N’em-eus bet anavezet hini ebed deuz Breiz Atao.”

Den a gleiz e oa Fañch Danno, med n’eo ket evid se ne oa ket spiswel. O komz deuz ar beh a zo bet aliez etre ar gomunisted hag ar sosialisted, e lare : „ma h out ruz, e kavi bepred rusoh evidout !“. Med eñ hag e-noa bet anavezet amzer ar Front Populaire a-raog ar brezel, ne varhate ket da lared e oa „neseser,“ e vije bet dioutañ, ha setu amañ perag, hervezañ : „an tu dehou a oa droug. Skei a reent a beb feson. Kroget e oa bet ar Front Populaire kostez Pariz, ha ledaneet goude ze. Evid ar re vihan, ze oa bet eur blijadur. Ar re vraz a oa droug enne. Med dre amañ, n’eus ket bet kement-se a veh. N’eus bet nemed kaozeadennou, afichou, votadeg. En kêr e veze des manifestations, kalz. War ar mêz, nebeud.“

Goude ar brezel, Tanguy-Prigent hag eñ a oa „kamaradou braz“, emezañ. Kamarad e oa ive da v/Marcel Hamon, hag a oa bet anvet da zepute e bro Blistin. 'Barz Ar Falz e oa bet eta adaleg ar penn kenta. En tu-hont da Yann Sohier, e-neus bet anavezet ha darempredet, goude ze tud evel Armand Keravel - „eun den a ouie mad brezoneg“ - hag Andreo ar Merser, dreist-oll pa 'h eo bet hemañ skolaer 'kostez Lanuon ive e-pad meur a vloavez. Beb bloaz eh ee gante d’ar hampou-hañv, da Vrazparz, da Borh-Loeiz pe da leh all… Anad eo, e oa tud a-zoare euz an daou-mañ, evitañ.

Fañch Danno a oa bet badezet, evel a oa bet e c’hoar a-raokañ, med ar vugale all war o lerh ne vefont ket. Tro-spered ar skolaerien laïk a oa garanet ennañ. “Me n’een ket d’an iliz, a lavare din. Me zo bet savet heb iliz.” Soñj e-noa dalhet avad „deuz ar jeu braz a oa bet e 1905,” da geñver an Disparti etre an Iliz hag ar Stad : „bet e oa bet eun todillon kleier en Bulian. An dud a rede beteg dor an iliz, diblaset o-doa ar hadoriou, bernia aneze a-hed an nor, son an Anjeluz, kemered ar skeul da zon ar hleier... Ze oa bet padet miziou.“ N’eo ket aliez a vez digarez da gleved ken evelse eun test euz darvoudou bet c’hoarvezet prestig e vo kant vloaz ‘zo, hag o-devoa bet laket eun tamm mad a strafuill er vro. Lared a ree koulskoude, kalz bloaveziou diwezatoh : “ar veleien ha me a zo bet en em glevet partoud leh on bet.” Pa oa oh ober war-dro ar Beilladegou, diwezatoh, person Louaneg hag hini Bulian a oa kamarad dezañ, deuz ar pez a lare .

Evelse ‘ta eo e tibune Fañch Danno e eñvorennou, pa 'h een da weled anezañ. D’an oad e-noa, e oa deuet an den da veza seder, en eur stumm : „n’eo ket diêz beza koz gand sort ti-mañ , a anzave, pa vez tud en-dro deoh evid gwiska ahanoh, evid lakad ahanoh da zibri, evid soegn ahanoh. N’eo ket vil tamm ebed beza koz.“ Med en eur stumm all, e kave e oa deuet ar vuhez da veza re drist evid tud re goz, hag a rank beva o-unan e-touez reou goz all : "d'an oad on-eus, e vez poan oh en em ober an eil gand egile. N’anavezan ket aneze. D’an oad-mañ eo diêz beza kamarad gand unan all. Me zo ma-unan-tre, a lavare c’hoaz. Amañ om pep hini e-unan. N’em-eus kamarad ebed amañ. Habituet on da veza ma-unan 'pad an deiz ha bemdeiz, ha da gaozeal din ma-unan.” Anzao a ree e oa "eur blijadur kaozeal gand unan bennag hag e-neus eun dra bennag da lared. Med amañ, emezañ, ne gaozeont ket." En tu-hont da ze, n'anaveze ket ken e gerent a-bell, hag ar re a oa bet deuet da weled anezañ evid e gant vloaz, "ne ouie ket piou e oant !" Eüruzamant, e-noa diou verh bepred, unan e Pariz hag eben e Chambéry, hag a halve anezañ bemdeiz.

Penaoz neuze derhel an taol ? "Chañsoniou, emezañ, a deu em fenn. 'M-eus ezomm den ebed. Eur zonerez bennag en em gav ganin da dremen ma amzer. N'on ket kad da lenn. N'on ket kad da weled, na da zelled deuz an tele. Ësêet am-eus : med ne gomprenan ket". Hag e lavare c'hoaz : "ma hamaradou zo maro. Ma gwreg ha ma herent zo maro. Ma-unan on chomet da goza." Traouigou, deuz ar seurt hag a zigas eun tamm levenez e buhez an nen, a oa deuet da veza dizeblant en o heñver, dre ma oa dihalloud d'ober eñ e-unan war o zro : "lizerou am-eus aze : n'am-eus ket lennet aneze. Amzer 'ni vank d'an dud a zo en-dro din da zikour ahanon. N'eus den da lenn ma lizerou. N'hallan ket, sed a vevan heb lizerou. An telefon am-eus : son a ra bemdeiz, ya, da hoûd hag-eñ on beo c'hoaz !" E lizerou brezoneg dreist-oll eo n'e-noa den da lenn aneze dezañ. Laret e veze dezañ piou e-noa skrivet dezañ, ha sed aze toud.

Pa houlennen digand Fañch Danno petra zoñje deuz ar yez, daoust hag-eñ n'ema ket o vond kuit, e responte heb klask digareziou : "'M-eus ket da zoñjal. Mond a ray kuit… Galleg zo partoud, kaji oblijet. Amañ, en Perroz, e vez eur bern estrañjourien e-pad an hañv : peleh a gaozefent brezoneg ? Tud zo deuet deuz leh all da zevel tier: galleg a zo gante, evel just… Amañ en Perroz, ar galleg zo mestr war ar brezoneg. E leh all, en Lanuon, n'ouzon ket." Memez en ti ar re goz, e-leh ma oa, ne veze ket komzet ken a vrezoneg, emezañ, pe nemeur : "ar re goz a oar brezoneg, med ne gaozefont jamez, nemed gand ar re a zo tost deze. Eo, eur ger da farsal eur wech an amzer." Dija, en amzer ma ree war-dro ar Beilladegou, en kostez Lezardrêv, e oa "kalz bugale na ouient ket brezoneg. Deuet e oa ar mod da gaozeal galleg deze. Ëzetoh e oa deze evid mond d'ar skol, pez a oa gwir ive…"

Eun den eeun ha greduz eo bet Fañch Danno, hag a veze plijaduruz konta kaoz gantañ. Anavezet e-neus bet an amzer ma ne oa ket c'hoaz a eletrisite e peb leh. Soñj e-noa dalhet deuz al lamp-petrol ha deuz ar voujienn, a oa bet losket a-gostez neuze : "an dud, en noz, en-dro d'ar siminal, a gonte kaoziou : ar re goz o-devoa kalz a draou da lared." Tro e-neus bet da weled oll nevezentiou an ugentved kantved : ar gweturiou-dre-dan, an trakteurien, an tele, an telefon… Bevet e-neus ive oll drubuillou ar hantved : ar brezel 14 hag hini 39-45. "Peb tra, emezañ, a deu d'e goulz. Petra a estonfe ahanon ken ?" Ar bloavez 2000, hag e-noa laket ar bed-oll da zorhenni, ne ree netra dezañ : "ze n'eo nemed eun 2 ha tri zero war-lerh." Gwir eo e-noa eñ bet anavezet dija ar bloavez 1900. N'eus ket kalz eveltañ hag o-dija bet bevet war dri gantved .

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

Eur poltred : Eur stal e kreiz-kêr Konk-Leon (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Ar stal "Avel Vor" e Konk-Leon
BandeauSousTitredesPages
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah